a lavaras d’eur vaouez-all e oa eur pod bihan en he zi, e roe he fried tri daol warnezañ, hag e teue boued hag evaj er-maez anezañ. Ar vaouez-se a gontas an dra-ze d’unan-all, hag houmañ d’unan-all c’hoaz. Hogen,
Da dri den, eun dra nep a lavar,
Dizale brao an holl her goar.
Ha mestr Kuñv ne zaleas ket da c’houzout kement-se ivez. Dont a eure d’e gavout :
« Me am eus klevet, » emezañ, « e kavez boued hag evaj, n’eus forz pegement, en eur pod bihan. Diskouez anezañ d’in. »
Ha ret eo da Guñv senti.
Hag e vestr :
« Traou mat a zeu d’it alese ? Tenn da welout. »
Ha Kuñv a ro tri daol en eur lavarout : « Mezur hag evaj, » ha kerkent, setu kig ha gwin a bep seurt war eun douzier war an daol.
« Mat sur, » eme ar mestr. « Just avat, warc’hoaz e teu tri aotrou bras du-mañ da lein ha n’em eus ket eur c’hriñsenn da rei d’ezo. Met te a ray va stal : deus du-mañ gant da bod, ha peadra am bezo. »
Plega a rankas Kuñv, ha mont a eure. Ar pod a zo war an daol, tri daol war ar golo. « Mezur hag evaj, » eme Guñv. Ar pod a chom serret.
« Traou d’eomp ! » eme ar mestr.
Met ne zeu netra anezañ.
« Petra ? mec’hieg a zo ac’hanout ! Digas a ri bevañs ? »
« Kaer am eus, ne c’hellan ket. »
« Perak ? »
« Me a ya da c’houlenn. »
Hag e c’houez en e c’houitell. Ha mouez ar spes a zistag fraez ha sklaer :
« Kuñv, lavaret em boa d’it na rei na presta da bod. Aet out a-eneb va gourc’hemenn, ha setu ma ne dalvezo an traou da netra d’it ken ! »
« Ac’han ! » eme ar mestr. « Kae er-maez ! »
Hag e ro eun taol-troad d’ezañ e-lec’h ma vez roet ar seurt taoliou-se peurvuia.
Ha Kuñv d’ar gêr. Gwelout a ra Nora.
« Den ebet, avat ! » emezañ, « ne ouezo penaos am eus pareet daoulagad va merc’h. Va gouzoug a vezo troc’het ouzin kentoc’h. »