Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/167

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Ar priñs Ael

ha roue al Lec’h-Du


Roue Poher en devoa eur mab, Ael e ano, ha setu amañ istor ar mab-se.

Eur mintinvez e kuita ti e dad war gein e varc’h, hag ez a eeun dirazañ o kana eur werz nevez savet gantañ.

Digouezout a ra hep dale war lein eur grec’hienn. Eno, e kav eur c’hoziad, bleo liou al ludu d’ezañ.

« Mab ar Roue, » eme an den koz, « ma ouzout c’hoari ker mat ha ma kanez, me a garfe ober eun taol ganez. »

« Memes tra, » eme Ael.

« Petra ’c’hoariomp ? »

« Ar pez a garot, tad koz. »

« Gouzout a rez c’hoari ’r c’hartou ? »

« Eun tammig. »

« Mat. Ma c’hounezez, e rin evidout ar pez a giri ; ma c’hounezan, ti a raio ar pez a girin evidoun. »

« Graet ar marc’had. »

Hag e c’hoarijont flu (trikon). Mab ar roue eo ar gounid d’ezañ. Hag an hini koz neuze :

« Petra ’rin evidout ? »

« Seurt ebet. C’houi a zo koz dija, ha skuiza ac’hanoc’h a rafen. »

« N’eus forz. Paeet em eus atao betek-hen kement klaoustre am eus graet. »

« Ma, neuze. Cheñchit he fenn d’am lezvamm. Bepred e