Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/169

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
169
ar prins ael ha roue al lec’h-du

ha n’eus ket daou heñvel anezo, nag a vent nag a liou. Mont a ra da gonta kement-se d’ar roue.

« Kas anezo er-maez, » eme hemañ.

Ar mous a sent raktal. O c’has kuit ne c’hell. Hag ez a d’hen lavarout d’e vestr.

« Lez-int, » eme ar roue. « Saout sorset int, mesaer kaez. »

Pa wel Ael ar saout, e soñj ennañ e-unan : « Mont a rankan adarre da c’hoari gant an den koz, ken fentus-all eo an traou a ra ! »


Mont a ra war gein e varc’h. Ar c’hoziad a zo eno a-benn neuze. Hag heñ da vab ar roue :

« C’hoari ’r c’hartou a ri adarre ? »

« Klaskit eun dra-all, tad koz, pe ar gounid ne day morse ganeoc’h. »

« Gouzout a rez c’hoari dotu ? »

« Ya, evelkent. Met c’hoari ganeoc’h ne rin ket : ne vefe ket leal. »

« A gav d’it ? Koz oun, gwir eo, ha te a zo yaouank-flamm. N’eus forz, c’hoariomp dotu. »

« Ya, met n’eus ket frankiz a-walc’h amañ. »

« Fellout a ra d’it c’hoari ouzin ? »

« Lavaret em eus. »

« Deus ganin neuze. »

Hag e treuzont an draonienn hag e tigouezont war ar menez. An den koz a grog neuze en e vaz hag a lavar komzou n’intent ket Ael anezo. Ar menez a frailh da rei plas d’ezo da dremen. Diskenn a reont dre veur a draonienn dispar, hag emaint en eur jardin vras, kaeroc’h an eil tra eget egile enni. En eur c’horn ez eus frankiz d’ezo da c’hoari. Tenna a reont plouz berr da welout piou ’c’hoario da genta. D’an den koz eo, ha c’hoari a ra ken mat ma c’hounez. Lakaat a ra ar bont en toull, daoust da Ael da veza skañv a droad hag eeun e zorn da skei. Ael avat, deuet e dro da gas ar bont, a chom pell-bras da glask hen lakaat en toull. Ne c’hell ket dont a-benn, skuiza a ra hag e lavar :

« Ma ! koll a ran : biskoaz n’em bije kredet koulskoude. Ha bremañ, tad koz, petra ’rin evidoc’h ? »

« Me eo roue al Lec’h-Du. Klask va bro, setu pez a ri. Ha kavout a ranki ac’hanoun a-barz bloaz amañ. Ma n’am c’havez, me da gavo, hag a ray daou damm ac’hanout ! »

Hag e teu er-maez eus ar menez gant Ael, hag ez a kuit.