Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/17

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
17
SANTEL-E-SKEUD HA FALL-E-C’HOANT


C’hoant a laka e zaouarn palv-ha-palv, o c’houlenn pardon. Santel-e-Skeud a ra trugarez d’ezañ.

Petra eta a oa digouezet ? Kerzout e skeud ar sant en devoa graet Fall-e-C’hoant. Hag eur burzud a voe.

Adalek an deiz-se e vezent atao o-daou kichen-ha-kichen, ha vad Santel-e-Skeud a bade bepred.

Fall-e-C’hoant ne voe ket pell evit dont da c’houzout troiad an aelez er vro, ha pe da vare e veze burzudou gant skeud ar sant. Gouzout a reas ivez e oa difennet groñs lavarout netra d’an ermit diwar-benn kement-se, hag, evel just, ne lavaras netra ebet morse d’ezañ. Tenna a reas e vad, daoust da ze, eus ar skeud benniget, hag e skeud d’ezañ ne rae seurt ken.

Ankeniet e oa evelato : an diaoul, emichañs, ne zisoñje ket en devoa e ene da gaout. Hag heñ ha lavarout da Santel-e-Skeud chom er gêr goude kuz-heol. Bepred hag atao e veze e skeud ar sant : war an deiz, er-maez dindan an heol, hag en noz, gant eur c’houlaouenn war enaou, e lakae Santel-e-Skeud etrezañ hag ar sklerijenn.

« E-keit ha ma vezin er skeud benniget. » e soñje, « an diaoul, m’hen argas ! ne ray droug ebet d’in. »

An ermit ne soñje netra diwar-benn kement-se : gant Doue hebken edo e spered.

E-giz ma soñjit, dont a eure Kripi. Hag heñ ha lavarout :

« Alo ! va mignon Fall-e-C’hoant, erru out ? Deus eta, paotr ! Mall eo ganin briata ac’hanout war va c’halon ! Sell ’ta ! ha da vanac’h out aet ivez ? Bravat stad, war va le ! Beza noz-deiz o trailha ranezennou ? Alo deus ! du-mañ eo gwelloc’h ar bed ! »

« Deus d’am c’herc’hat ! Lavaret az poa ! »

Santel-e-Skeud ne gleve seurt, edo kalonek gant e euriou.

Fall-e-c’hoant avat a oa war bennou e zaoulin, a-dreñv kein al lean e-giz ma oa boazet da veza, en e skeud, a yae tre betek toull an nor, edo Satan war he zreuzou.

« Deus ’ta, mignon. »

« K… ! »

« Eur wech c’hoaz, dont a rez ? »

« K… ! »

Ha Paol gornek a astennas e vizied skilfek. Fall-e-C’hoant a grene e-giz eur bern deliou. Hogen krabanou an aotrou lostek a yeas e skeud ar sant, ha me a lavar d’eoc’h e tec’has