Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/182

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Ar gwilhaoued alaouret


Gwechall goz, eur vaouez a chomas intañvez gant tri grouadur. Tapet e drizek vloaz gant ar mab hena, e vamm a lavaras d’ezañ :

« Ma, va faotrig kaez, poent eo d’it, marteze, mont da c’hounit da vara. »

« Mat, va mamm, warc’hoaz kenta ez in. »

Ar vamm a reas eur wastellenn neuze, hag a droc’has anezi etre daou damm.

Hag antronoz, p’edo he mab o vont en hent, hi d’ezañ :

« Kae, Per. Setu amañ gwastell evidout. Pe seurt tamm az pezo ? An hini bihan, gant va bennoz, pe an hini bras, gant va malloz ? »

« Feiz, » eme Ber, « an hini bras gant n’eus forz petra. »

An tamm bras a zo roet, hag heñ kuit. E vamm a daol he malloz warnezañ neuze.

Hag ar paotr kuit ken seder ha tra. Bale a ra betek an noz. Skuiz eo neuze, hag heñ d’azeza e-tal eur feunteun.

« Amañ, » emezañ, « e vezin brao. Dour am bezo da drempa va zamm gwastell ennañ. »

Kerkent, setu eur baourez koz en e gichen.

« Per, » emezi, « ro eun tamm d’in en an’ Doue. »

« Nag en ano Doue, nag en ano n’eus forz petra, tamm n’az pezo, gwrac’h koz ! N’em eus ket re d’in va-unan. »