Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/184

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
184
konchennou

e-tal ar feunteun ma oa chomet e zaou vreur da ziskuiza en he c’hichen. Dizale, setu ar baourez koz o tostaat.

« Yannig, » emezi, « ro eum tamm d’in, en an’ Doue. »

« A galon vat e rannin ganeoc’h, moereb. »

Hag ober a ra e-giz ma lavar.

« Da drugarekaat, » emezi, « ha Doue d’az pennigo ! Te a zo o vont da vevel, neketa ? Mat, prest e vezi e-kichen eun ti bras. Di ez i da glask labour. Setu amañ petra a vezo roet d’it da ober : mesa daouzek gwilhou. Da zaou vreur a zo bet eno ivez, ha n’o deus ket gellet ober o labour, ha dic’houzouget int bet. Te avat, peogwir out bet mat em c’heñver, dal amañ eur c’houitell d’it. Gantañ e c’helli dastum ar gwilhaoued en da gichen, ha senti a raint ouzit. Arabat d’it rei ar c’houitell da zen ebet avat, n’eus forz petra ’vefe kinniget d’it evitañ, rak n’az pefe ken neuze nemet ar maro da c’hedal.

« Bennoz Doue d’eoc’h, mamm goz. »

Hag hi kuit. Ha Yann, kerkent ha ma c’houlaou an deiz antronoz, a ya war-du an ti bras. Ar mestr a zo war an treuzou, hag heñ da Yannig :

« Petra ’glaskez ? »

« C’hoant am eus e rafec’h koumanant ouzin, mar plij ganeoc’h. »

« Petra out gouest da ober ? »

« Trizek vloaz n’oun ken c’hoaz, aotrou. Eus va gwella a rin, koulskoude. »

« Mat e komzez. Greomp marc’had hon-daou eta, ha marc’had leal. Ma n’out ket evit ober ar pez a c’hourc’hemennin d’it, e vezi dibennet. »

« Ha ma ran anezañ ? »

« E vezi paeet ker mat ha ma kari. »


Antronoz, mintin mat, e tigorer ar c’hlud, ha setu an daouzek gwilhou da nijal er-maez.

« Diwall ar re-ze, Yannig, ac’h eus da ober betek an abardaez, ha digas anezo en-dro ivez, » eme an tieg.

« Mat, » eme Yannig. « Ken’ emberr neuze. »

Hag heñ gant ar gwilhaoued. A-benn eur pennad e c’houez en e c’houitell, ha setu al laboused en-dro d’ezañ.

« N’it ket re bell diouzin, » emezañ d’ezo.

Hejal a reont o fenn e-giz da lavarout : « Ne daimp ket kennebeut. Bez disoursi. »