Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/186

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
186
konchennou

« Mat, » eme Yann, « Hegarat tre out em c’heñver. »

« Ya, neketa ? Ar c’houitell a roi d’in ? »

« Ne roin ket. »

« Me a roio kant lur d’it. »

« N’az pezo ket anezañ. »

« Selaou mat : daou-c’hant hag eun dra ouspenn. »

« Petra eo ? »

« Aotre da bokat d’in e-pad eun eur penn-da-benn. »

« Ro d’in ar pez a zo ouspenn da genta. »

« Mat. Kemer kement a gari. »

Tremenet an eur (berr eo kavet, na petra ’ta !), ar verc’h a lavar da Yann :

« Dal daou-c’hant lur, ha ro ar c’houitell d’in. »

« Ne roan ket avat, » eme Yann.

Hag hi d’ar gêr, ha lavarout d’he mamm penaos he deus graet ha manket war he zaol memes tra.

Hag ar wreg d’he gwaz :

« Ma ! Hennez, ar Yann-ze, a rank mont kuit ac’han, c’houitell hag all ! »

Pa ’z eo digouezet Yann, e lavar ar mestr d’ezañ :

« Kae kuit ! »

« Graet em eus va labour, » eme Yann, « pelec’h emañ va fae ? Lavaret ho poa d’in e vijen paeet ker mat ha ma karjen. Daou sac’had aour a rankan da gaout, hag ar gazeg c’hell da gas anezo ganin. »

Roet int d’ezañ, ha Yannig a zistro d’ar gêr. Eürus e voe e-pad pell hag hir amzer… Setu petra eo kaout bennoz eur vamm ha beza trugarezus e-keñver ar re baour.


Ar Bobl,
c’houevrer 1906.