Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/187

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Merc’h Roue Traonienn-an-Ein


Bran a oa roue Traon-ar-Ster, hag eur wreg koant en devoa. Maro houmañ, e c’hoantaas kaout unan-all, hag e lakaas e vab, eur bloaz warnugent d’ezañ, en eun enezenn kollet er mor bras. Neuze e timezas adarre, hep lavarout d’e eil gwreg avat en devoa bet eur mab digant e wreg kenta.

Eur miz goude an eured e rankas ar roue mont d’ar Spagn hag e lezas ar rouanez er palez. Ne oa ket aet gwall-lark c’hoaz er mor, ma teuas eur vaouez koz da gavout e wreg, hag a lavaras d’ezi en devoa ar roue eur mab hag a oa en eun enezenn pell er mor. Gourc’hemenn a ra ar rouanez raktal mont da gerc’hat mab ar roue. Hag hi d’ezañ :

« C’hoari an diñsou a ouzout ? »

« Eun tammig. »

« Petra ’rin ma c’hounezez ? »

« Me a welo goude. Ha ma kollan ? »

« Ez i da gerc’hat merc’h roue Traonienn-an-Ein. Ha me petra ’rin ? »

« Pa vezin aet davit merc’h roue Traonienn-an-Ein, c’houi a zrebo dre doull eun nadoz a roin d’eoc’h. Ne zebrot e doare-all ebet, ken a vezin distro, nemet dre graoenn an nadoz-se. Graet eo ar glaoustre ? »

« War va enor. »

Hag e c’hoariont. Ar mab a goll, ha mont a ray. Eun eil tro, hag ar rouanez a c’houit war he zaol.