Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/190

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
190
konchennou

« Skuiz oun, » eme an erer : « ro d’in da zibri, pe mont pelloc’h ne c’hellin. »

« Eun aval bras a zo ganin, » eme Arzur.

« Taol anezañ em genou. »

An tri aval a ya e-giz-se gant an erer. Hag e tigouez e Traonienn-an-Ein, hag e sko war an nor.

« Piou a zo aze ? » eme ar roue. « Petra ’glask ? »

« Da verc’h eo e klask : Arzur eo e ano. »

« Va merc’h ne vezo ket d’it, nemet ober e rafes an tri dra a roin d’it da ober. »

« Ha d’in e vezo neuze ? »

« Ya. »

« Graet ar glaoustre. »

« Gwelout a rez ar c’hastell a zo aze ? Pil anezañ a-barz kuz-heol, ha stlap ar vein anezañ, bras ha bihan e goueled ar mor. »

Mont a ra Arzur. Eur morzol hag eur langede a zo ouz troad ar c’hastell. Kregi a ra gant al labour. Met, e gwirionez, e-unan ne vije ket deuet a-benn anezañ a-benn hirio c’hoaz. Hogen merc’h ar roue a zired d’e gavout ha, gant eur gomz hepken, a ra d’ar c’hastell mont war e benn er mor.

Deuet an abardaez, Arzur a ya da gavout ar roue, hag a lavar d’ezañ eo graet al labour.

« Mat, » eme hemañ. « Gwasoc’h labour az pezo warc’hoaz. »

« N’eus forz petra, gouest oun d’hen ober. »

« Warc’hoaz eta e savi ar c’hastell en-dro, maen war-lerc’h maen, e-giz ma edont en deiz-mañ.

« Dioustu, mar karit. »

« Warc’hoaz e vezo deiz c’hoaz, emichañs. Kae da gousket, er marchosi, gant ar gazeg c’hell. »

« N’eus tamm da zibri ? »

« Amañ ne vez predet nemet eur wech bep sizun, ha tri devez a zo c’hoaz da c’hortoz. »

« Gedal a rin eur miz ma ’z eo ret. »


Hag Arzur d’ar marchosi. Gourvez a ra war eun dornad plouz. Dizale, setu merc’h ar roue o tont.

« Ac’hanta, mab roue ? » emezi, « kousket mat e oas ? »

« Kalet eo ar gwele. »

« Gortoz. Me a zo o vont da rei unan boukoc’h d’it. »

Hag hi a zigor he c’hof d’ar gazeg, hag a denn eur gwele