Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/196

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
196
konchennou

« Meur. »

« Petra glaskez ? »

« Kig, bara ha gwin evit Penn hag e Benniz. Warc’hoaz e vezint amañ. »

« Kae da gavout va mevelien, ha goulenn ar pez a gari diganto. »

Ha Meur da gavout ar baraer.

« Bara, » emezañ, « da arme ar roue Penn. »

« N’em eus ket re evit arme ar rouanez, ha n’eo ket d’eur c’hlasker eveldout eo e roin va bara ! »

Dibennet eo ar bouloñjer, hag ar bara kaset da di ar Beulvaned varo.

Ha Meur d’ar c’higer :

« Kig da arme ar roue Penn. »

« Dal an askorn-mañ ! Seurt-all n’az pezo ? »

Gant an askorn-se eo faoutet e benn ouz ar c’higer, hag ar c’hig kaset da di ar Beulvaned.

Ha Meur d’an ostiz :

« Gwin da arme ar roue Penn. »

« Kae kuit ! lampon ! pe er gwin e vezi beuzet ! »

Dic’houzouget eo ar gwinaer, hag ar podezadou gwin kaset da di ar Beulvaned.

Antronoz, pa zigouezas Penn hag e soudarded, e kavjont peadra da zibri ha da eva. E-keit ha ma kargont o chof, Meur a ya da gavout ar rouanez.

« Petra ’glaskez ? » eme houmañ.

« Ma teufes da stoum ouz Penn hag e Benniz ? »

« Mat. Warc’hoaz em bezo mil den da stourm ouz Penn. »

Ha Meur da Benn :

« Rann da zoudarded e diou vandenn : unan a vezo d’it, eben d’in. »

« Mat eo, ha graet e vezo. »

Antronoz, setu ar c’hrogad. Meur, gant e gleze, a ra evel eun eoster gant e falz. Dizale ne chom geotenn ebet en he sav, den ebet eo a fell d’in lavarout.

« Da drugarekaat, Meur, » eme Benn.

« Gortoz, gortoz, n’eo ket echu c’hoaz. »

Hag heñ d’ar rouanez :

« Emgann, pe ar gounid da Benn ! »

« Emgann ! » emezi. « Penn ha me hon-daou ! »

« Mat ! » eme Benn. « Trec’het n’oun bet morse ! »

Ya, met an hini goz he deus eur gwall-giez ganti.