Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/197

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
197
meur

« M’am bije va c’hiez Bran, » eme Benn.

« Dont a ray mar deo beo, » eme Veur.

Hag heñ da hopal. E wreg, e Gorre, a glevas anezañ.

« Petra ’faot d’it ? » emezi.

« Digas d’in Bran, kiez Penn, buana ma c’helli. »

Gwener a gav Bran, a c’houez warni, hag, a-benn eun hantereur goude, emañ al loen e-kichen Penn.

Hag hemañ d’ar stourm ouz ar rouanez. Koll a ra hi. He c’hiez a lamm neuze war Benn, met a-raok m’emañ warnañ, Bran he deus lazet anezi. Ha Penn a voe trec’h, evel just.

Antronoz-vintin, Meur a lavar da Benn :

« Me a zo mab da roue Kerne, ha mont a ran d’ar gêr. »

Na laouen e voe tad Meur ouz e welout distro, ha gantañ ar plac’h koanta a voe biskoaz. Gwener a zisplegas an istor penn-da-benn.

« Ma, » eme ar roue, « va rouantelez a vezo da Veur. »

« Unan vrasoc’h en deus : ar Spagn a zo d’ezañ. »

En deiz war-lerc’h, Meur hag e wreg a oa er Spagn… Abaoe n’em eus klevet seurt diwar o fenn.


Ar Bobl,
meurz 1906.