Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/206

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Garhir


En amzer goz, e yeas da chom da Vene-Blevek eur vaouez koz hag he merc’h. Den ne ouie eus a belec’h e teuent, den ne ouie petra e oant.

Pinvidik a-walc’h e oa an hini goz, hag hen diskouez a eure dizale. Prena a reas eun ti bras, eur vereuri, eul loen-kezeg, saout ha deñved ; hag hi da gas he ziegez en-dro. Koumanant c’houec’h miz a rae ouz he mevelien, ha ne c’hopre anezo nemet gouest e vijent d’ober kement a labour ha ker buan hag hi. Beva a rae he zud gant soubenn, bara, yod babig ha yod kerc’h.

Lavarout a rin bremañ e oa eur sorserez anezi. Meur a zevezour a rankas chom war he lerc’h el labour ha, gant ar vez, e varvjont. Ne c’helle ket unan hepken chom pemzek deiz ganti, lazet e veze gant ar skuiz ma veze o heulia ar wrac’h koz.

Hogen Garhir a glevas ano eus ar wrac’h-se.

« Me a welo ha trec’h e vezo d’in-me ! Eun druez eo e vez trec’het paotred taer evel re ar vro-mañ gant eur vaouez ! Mont a rin da stourm outi el labour ha, ma n’oun ket eviti, e kavin eur gorden, kredabl, da starda en dro d’am gouzoug. »

Ret eo gouzout e oa Garhir ker heñv hag eur marc’h, ha ker skañv hag eur c’haro. Pa veze droug ennañ, ne veze ket pell o karga leur ar c’hêriou gant e bennbaz. Doujet e oa ar pennbaz-se, e c’hellit kredi, hag atao e veze gantañ : e