Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/207

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
207
garhir

vignon brasa e oa… Met n’eo ket breujou e bennbaz eo am eus c’hoant da gonta…

Ha Garhir da gavout ar wrac’h :

« Eur mevel a faot d’eoc’h, war a glevan. »

« E fec’h, ya. Mevelien ar vro-mañ ne dalvezont ket daou liard toull ! Meur a hini a zo bet em atant, met a-benn eur zizun e vezent maro gant ar skuizder. N’eus ket a wad en o gwaziedou. »

« Mat, em re-me ez eus, hag hini yac’h c’hoaz ! Ha me bario oun gouest da chom eun hanter-bloaz amañ avat, gant ma vezin paeet mat ha maget mat ivez. »

« Memes marc’had ha gant ar re-all. »

« Pehini ? »

« Triugent lur er pemp miz kenta, ha triugent lur e miz eost. Hag, ouspenn, eun dañvadez lart da gala-goañv, ma vezes gouest da deurel anezi dreist ar voger a zo aze. Ma ne vezes ket evit ober kement ha me, n’az pezo mann (seurt) ! »

« Goap a rit ouzin ! Teurel eun dañvadez dreist ar voger-se ! M’ho pije lavaret ugent c’hoaz ! Neuze em bije graet marc’had ! »

« Mat, ugent. »

« Hag ar bevañs ? »

« Papaig… »

« Papaig ? Hag eur babig oun-me ? »

« Yod kerc’h neuze, soubenn, bara, patatez, kig sall. »

« Graet ar marc’had neuze. Warc’hoaz kenta e krogin el labour. »

Hag heñ d’ar gêr en eur soñjal :

« M’ho tesko ! gwrac’h koz :

Pa vez c’hoant d’ober berz,
Gelloc’h ijin eget nerz.

» Hogen, me am eus ijin ha nerz ivez. »


Antronoz-vintin, setu Garhir e ti ar wrac’h.

« Debr, » eme houmañ ; « terri a ra ar mekanik o vont en-dro pa ne vez ket bouetet. »

« Gwir eo, hag eur sac’h goullo ne c’hell ket chom en e sav. »

Ha Garhir ouz taol. Merc’h ar wrac’h eo a roe mezur d’ezañ. Ar verc’h a oa ken divalo hag an diaoul.

« Sorserez eo ar wrac’h war a lavarer, » eme C’harhir ;