Ne baoueze ket da zrailha komzou ar seurt-se.
« Deomp ac’han ! » a lavaras heñ goude c’hoaz. « Deomp ac’halen ! Flaer an ifern a zo amañ ! Me a glev c’houez ar c’hig suilhet ! Deomp ac’han ! » Hag heñ ha bale, pe gentoc’h klask bale. Met ret e voe d’ezañ chom eno astennet war an douar yen. E porz ar chapel edo, hag heñ goulenn eun tamm gwasked bennak. Ma yeas a-ruz betek al lec’h ma krede d’ezañ ne oa mouch avel ebet, rak c’houeza start a rae ar gorventenn. Ne voe ket sioul tre e gousk, rak a-benn eur pennad e vrallas an nor gantañ. Ruilha a eure en diabarz, ha Job war livenn e gein war he lerc’h, roc’h atao gantañ avat.
Setu hanternoz o son en iliz. An avel a red er chapel dre an noz divarc’het. Ha Job a gousk. Met riou (anoued) en deus betek re ; kement ken a zihun, kropet e izili.
Chom a ra souezet. Goulou a zo war elum e kantoloriou ar chapel. Hag heñ, o kredi emañ en iliz, hag heñ mont da son an oferenn : met ne gav korden ebet. Diluzia a ra neuze e damm spered.
« Er chapel eo emaoun ! Penaos an diaoul ? A ! kornandoned vrein ! c’houi eo a zo o c’hoari troiou d’in, mil c’hagn an anduilh a zo ac’hanoc’h !… O ! Job, peoc’h ! genaoueg a zo ac’hanoun !… Me o lavarout traou ar seurt-se e chapel an Itron Varia ! Pardon ! va Doue benniget, pardon ! ne rin ken !»
Hag e wel e-giz eun hanter deiz er chapel, evel an amzer pa vez eur vrumenn warnezi.
« Al loar eo a zo o para bremañ, » a soñj d’ezañ. « Poent a-walc’h eo d’ezi, al lustrugenn, lakaat he fenn melen er-maez ! Koulskoude, noz du eo anezi, hep loar na steredenn ebet en oabl ! Trelatet oun ! Me a zo kollet va fenn ganin ! »
Dibikouza a ra e zaoulagad da gas e gousked en e dro. Estlammet-mik eo pa wel tud, eun ugent bennak anezo, war bennou o daoulin e-kreiz ar chapel. Met, o veza ma n’eo ket digor frank e zaoulagad, e kred ez int labour e benn badaouet. Ne oar ket petra a zo en dro d’ezo : lavaret e vefe ez int gwisket gant teodou tan. Pa flachont an distera e wel flammijennou tan, hag int a zo en o c’hreiz.
Divadaoui a ra Job neuze. Gant aon da veza gwelet gant ar speredou, e ra eur bedenn d’e baeron, hag heñ didrouz da vont er-maez. War an treuzou emañ. Sellout a ra c’hoaz.