« N’eo ket eur paotr eo a zo ac’hanout ? »
« Kredabl ! »
« Ma ! Ennout ez eus diou drederenn eus da dad hag unan eus da vamm. »
Hag ar c’higer a zispenn an ejen en eur par berr. Klevet en devoa ar pez a glaske.
« Te, munuzer, » eme Arraiz, « kemer eur vourc’hal ha pil ar wezenn-zero-se. »
Hemañ ne sko ket war an dervenn.
« Perak ne labourez ket ? » eme Arraiz.
« Aon am eus : ma skoan re uhel, eo gouest va bouc’hal da vont d’an neñv, ma skoan re izel, d’an ifern ; ha n’ouzon dare pehini eo an tosta ? »
« Keit ha keit emaint, an eil hag egile. »
Ar wezenn a voe pilet prestik : kavet en devoa ar pez a glaske.
« Mavailher out ? » eme Arraiz d’an trede.
« E feiz, ya, met n’ouzon dare pe d’eoch pe d’in eo da rei an taol kenta. »
« An dra-ze a zo diouz ma vez an traou. Ma ’z eus eur bod spern e-kreiz tal mestr eun ti, displeg da goñchennou d’ezañ ; mar deo lemm e deod, lez-heñ da drei, hag e kavo ez out eun dezrevellour dispar. »
Setu an trede tra. E-pad an noz, e soñjas Arraiz e oa an tri-mañ an tri a faote skiant d’ezo.
« Mab, » emezañ, « sav ha dic’houzoug an tri-ze. »
Ar mab a ya. An tri labous avat a oa nijet kuit :
« Kae war o lerc’h, ha digas o fennou d’in ! »
Dizale e tigouez ar mab ganto. Ar re-mañ a grog d’en em ganna.
« Perak emaoc’h an eil a-eneb egile ? eme ar mab.
« Hon tad a zo maro, ha da c’houzout piou a susito d’ezañ eo e stourmomp. »
« Petra a zo da susita ? »
Eur wezenn etrezomp hon-tri. »
« Petra a zo d’it enni ? » emezañ d’ar c’henta.
« Kement a zo anezi dindan an douar ha war-c’horre. »
« Ha d’it ? » emezañ d’an eil.
« Kement a zo eeun enni ha kement a zo gweet. »