Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/22

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
KONCHENNOU

E-harz an aoter ez eus eur beleg gwisket e du e-giz evit lavarout oferenn an Anaon.

« Introibo ad altare Dei, » eme ar beleg.

E vouez a zo kentoc’h mouez eur morzol war an anneo eget mouez eun den.

« Introibo ad altare Dei, » a lavar heñ adarre.

Ha den ne respont d'ezañ. Emañ Job o vont da lavarout ar c’homzou a vez distaget gant ar marchigod (kurust), met ne gred ket, an aon o vorza d’ezañ e deod en e c’henou.

Eun deirvet gwech a lavar ar beleg :

« Introibo ad altare Dei. »

Ha grik ebet c’hoaz, nemet c’houec’hvet taol an hanternoz. Ar beleg a dro neuze war-du Job hag a lavar d’ezañ dont d’e gavout. Ar re holl a zo eno a sell ouz ar c’hloc’her, e-giz evit her pedi d’ober ar pez a c’houlenn ar beleg outañ. Senti a ra Job o vralla, n’eo ket gant ar boeson avat, gant ar spont ne lavaran ket.

Kaset eo an oferenn da benn, hep ma voe netra-all er chapel. Didrubuilha a ra spered ar c’hloc’her, teurel a ra pled (evez) ouz ar beleg da c’houzout hag heñ e c’hello e anaout. N'hen anavez ket.

« Requiescant in pace. » eme ar beleg.

« Amen, » eme Job.

Neuze ez eus trouz er chapel, e-giz trouz eskern o steki kenetrezo. Sabaturet, Job a dro e benn da sellout. An hanter-sklerijenn a oa kent er chapel n’eus ken anezi : ar re a oa tud a zo bremañ ugent ankou. Spontus eo o fenn ; ar gern a lugern e-giz koar, toullou o daoulagad a zo goullo, o dent a zo hir-hir… Terzienn an enkrez a zo gant Job, met ar beleg a lavar d’ezañ :

« Mignon, arabat d’eoc’h kaout aon ; n’eo ket ni eo a ray droug d’eoc’h. O ! nann ! eur skor talvoudus meurbet hoc’h eus roet d’eomp o respont va oferenn d’in. Hanter-kant vloaz ’zo oun maro, hag er purgator emaoun abaoe abalamour da ziou oferenn n’am boa ket lavaret evit an anaon emañ o eskern amañ. Bep bloaz e teuen amañ da geñver an noz-mañ. Hogen den ebet ne zeuas morse da respont va oferenn d’in, ha nikun eus ar re a zo amañ ne c’hell ober… Setu me bremañ paet ganin da Zoue an hanter eus va dle, ha dre ho skoazell-c’houi, den mat ar gwella. Ma fell d’eoc’h dont warc’hoarz da noz adarre, e vezo digoret doriou ar Baradoz d’an anaon geiz-mañ ha d’in… »