Tri den a oa vont d’ar foar. War an hent e tigouezas ganto eur c’houer pignet war gein eun azen, hag ouz lost hemañ e oa eur c’havr, eur c’hloc’h ouz he gouzoug.
« Me ’bari laerez ar c’havr, » eme ar c’henta.
« Me, an azen, » eme an eil.
« Me, dilhad an den-se, » eme an trede.
Hag ar c’hentañ ha distaga ar c’hloc’h diouz gouzoug ar c’havrig, staga anezañ ouz lost an azen, ha kas ar vouchig gantañ. Ar c’hloc’h a son evel a-raok, hag ar c’houer ne oar seurt.
Pemp munud goude e teu an eil.
« Sell ’ta, » emezañ, « perak ac’h eus staget eur c’hloc’h ouz lost da azen ? »
Ar c’houer a dro e benn hag a wel eo aet e c’havr kuit.
« Aet eo va gavr gant eul laer bennak. »
« A ! » eme egile, « ho kavr marteze eo am eus gwelet o vont er c’hoad du-ze gant eun den, tres laer warnañ. »
« Eur c’havr vriz, neketa, baro hir ouz he chiñk ? »
« Eeun, unan e-giz-se. »
« Derc’hel a rafec’h va azen e-keit ha ma vezin o vont war-lerc’h al laer ? »
« Ober a-walc’h. »
Hag ar c’houer kaez d’ar red war-du ar c’hoad, hag an eil laer d’ar red kuit ivez gant an azen.