Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/224

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Diou goñchenn ar wrac’h


Gwechall e oa eur wrac’h koz-koz, ha ma vijen bet beo neuze ne vijen ket bet bremañ.

Koz-koz e oa ar wrac’h, met nag hi na gour ne ouie pe oad he devoa.

Eur manac’h hag e vevel a oa o vale eun devez, hag int ha digouezout e ti ar wrac’h.

« Benniget ra vezo an ti-mañ ! » eme al lean.

« Benniget an nep a zeu ennañ ! » eme ar wrac’h.

Hag ar manac’h a mont tre, ha goulenn ouz an hini goz : « Pe oad oc’h ? »

« Abaoe va ugent vloaz. » emezi, « am eus lazet eun ejenn bep bloaz ha taolet plañkenn e skoaz gleiz er solier aze ’krec’h an ti. Kont ar plankennou-se hag e ouezi va oad. »

Hag ar manac’h a lavar d’e vevel : « Pign er c’halatrez, ha gra niver an eskern ! »

Sevel a ra ar mevel er c’hrignol, hag heñ : « N’oun ket evit mont e-barz ken leun ma ’z eo. »

« Ma ! taol anezo en traon hini hag hini, hag e ouezimp pet ’zo anezo. »

Skuiza a eure buan, rak eun hantereur a oa ma tiruilhe eskern ha, war a lavare ar mevel, e oa eno c’hoaz nao gement- all.

« Ma ! » eme ar manac’h d’ar wrac’h, « peogwir oc’h ker