Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/23

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23
OFERENN AN ANAON

Mezvier e oa Job, met e galon ne oa ket beuzet enni ar c’hoant da ober vad. Toui a ra d’ar beleg distrei da respont e oferenn d’ezañ adarre. Stoui a ra da dapout e varetenn d’ar beleg. Poazet eo e vizied pa stok outi, e-giz m’en divije stoket ouz eur skod-tan, ha lezel a ra anezi da goueza war an douar.

« Na douchit ket ouzin, » eme ar beleg, « nag ouz netra a gement a zo d’in. It da welc’hi ho torn gant dour eus ar vured, ha pare e viot. Hogen, dalc’hit soñj mat, ma ne rit ket ar pez hoc’h eus lavaret, e krogo ar boan ennoc’h adarre. »

N’eo ket peurechu e gomzou gantañ ma faout an douar, hag ar beleg hag ar re-all a gouez er frailh. Job avat a red kuit, ha founnus. Hanter-varo eo.

Daoust d’ezañ beza skuiz, ne gousk berad. Gwelout a ra dalc’hmat anaon ar chapel. C’houezi a ra yen, e zaoulagad a zo dispourbellet, e vleo a sav sounn war e benn…

Pa darz an deiz e toull e brenestr, e ya d’ar red da gas d’ar Werc’hez kanaouenn an Anjeluz, ha lavarout a ra e bater.

A-benn eun hantereur goude, an aotrou person a zo er sakristiri, ha Job a zispleg e droiad d’ezañ.

Ne fell ket d’ar beleg e gredi.

« Re, kalz re, kalz-kalz re ho poa lonket, Job ! Moged ar chopinadou en devoa loariet ho penn. Evit dour sklaer traken hirio, ha diwar an dour-se, it d’ar chapel fenoz. Warc’hoaz vintin e tigasot kelou d’in. »

Kredi e berson, Job ar c’houlenn ket gwell.

« Ne din ket d’ar chapel, » emezañ… « na diwar zour na diwar netra. Mezo e oan ha, sur mat, netra n’em eus gwelet… Sot oun bet !… »

…Diouz an abardaez, memes tra, ne oar ket petra a c’hoari gantañ. E-giz keuz en deus.

« Roet em eus va ger, » emezañ. « Ha ma vefe gwir ivez ar pez a zo c’hoarvezet ganin ? Na me a vefe tapet ! Ha neuze, dreist-holl, ma vefen-me kaoz e chomfe eneou er purgator pell c’hoaz marteze ?… Bo ! Bo ! n’eus netra gwir ? Me a zo re sur ! Seurt ebet !… »

Ha Job da lonka banneou. Disoñjal ali mat an aotrou person en deus graet, siouaz ! Met, kaer en deus, ne c’hell ket mont badaouet zoken. E galon a sko eun dra bennak enni, ha yac’h e chom e benn.

Lazet eo ar goulou pell ’zo en ti. Unnek eur a son.