Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/230

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




Ar Bihan


Mamm ar Bihan a oa aet d’ar foar. Eun eur goude, setu eur glaouaer o tont, eun azen du gantañ. Hag heñ da skei war an nor.

« N’eus ket ezomm a c’hlaou ? » emezañ.

« Nann, » eme ar Bihan.

« Glaou ho pezo ? »

« N’am bezo ket ! »

« Mont a ran tre memes tra. »

« Na zeuit ket ! »

« Sell ! eur marmouz eveldout eo a viro ouzin ? »

Ar Bihan a lamm gantañ raktal, a ro eun taol dorn d’ezañ etre e zaoulagad, hag a stlap anezañ dindan treid an azen du. Ar glaouaer a ya droug ennañ o veza ma ’z eo bet ruilhet gant eun tamm tra bitous e-giz-se. Sevel a ra, ha yao war ar Bihan. Hemañ a ro eur flac’had d’ezañ, hag her c’has adarre dindan treid an azen du. Breugal a ra hemañ, ha d’ar Bihan : « Lazet eo va mestr ganez. N’em eus ket keuz d’ezañ, rak bazatet oun bet gantañ meur a wech. »

Souezet eo ar Bihan o klevout eun azen o kaozeal : « Te n’eo ket eun azen ez out ? » emezañ.

« E feiz, n’oun ket. Seiz vloaz ’zo, avat ez eus eun azen ac’hanoun. Diagent e oan mab eun denjentil. »

« Mab eun denjentil ? »