Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/236

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Yann Seitek


Bretoned, va c’henvroiz ker, selaouit hag e klevot, hag e klevot konta istor Yann Seitek, an hini a lakae triouec’h d’ober naontek.

Bremañ avat, arabat e vezo d’eoc’h kaout droug ouzin ma ne zisplegan ket anezi penn-da-benn ha kraf ha kraf evel m’emañ. Soñjit eo bet savet an heol seiz mil hag eun tri c’hant pemp gwech bennak abaoe ma ’z eo bet marvailhet d’in ! N’eo ket souez, eta, em bije ankounac’haet tra pe dra… Ha neuze, ma ’z eus unan bennak en ho touez hag a oar anezi gwelloc’h eget a ran-me, ma ! n’en deus nemet kemerout e bluenn ha skriva ar pez a zisoñjin, pe lemma beg e deod ha dezrevella anezi flour ha brao, ar pez n’oun ket evit ober.

E Kerne, e Leon, e Treger, e Gwened, pe e lec’h-all, eo e voe ganet Yann Seitek ? Me n’ouzon dare. Ma vijen bet paeron d’ezañ, am bije gouezet, kredabl bras. Met n’oun ket bet.

Evelato, Yannig a oa eur paotrig a-zoare. — me a lavar p’edo c’hoaz en e vailhurou. Koant e oa e-giz eur veradenn c’hliz-mintin, daoulagad glas bleuñv lin en e bennig, diouchotig ker ruz ha plouz ed-du d’ezañ. Heñvel-poch ouz e dad, — pa oa bihan hemañ, evel just — ; fri e vamm en devoa koulskoude.