Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/241

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
241
yann seitek

« Petra ? N’emañ ket amañ ken ? Me a soñje d’in edo amañ ar presbital, koulskoude. »

« Hag emañ ivez. »

« Neuze ? »

« Ar Person n’emañ ket amañ. An aotrou person ne lavaran ket. »

« Ganeomp-ni, du-mañ, n’emañ ket ar c’hiz da lavarout an aotrou person. »

« Kemerit ar c’hiz, mar karit, pe ne welot ket anezañ. »

« Mat. C’hoant am eus da gaozeal eur pennad gant an aotrou person. »

Ha Marc’harid a c’halv ar beleg. Hemañ a ziskenn raktal. A-zindan e voned e tispak e vleo ker gwenn hag an erc’h.

« Ac’hanta, Janed ? » emezañ, « petra ’zo a nevez ? »

« N’oun ket kontant ! »

« Hañ ! ar paotrig, kredabl ? »

« Ya, lavaret en deus d’in n’en devo ket e bask. »

« Ne c’hellan ket ivez, ez-leal. »

« Perak eta ? »

« Kompren, ne oar ket eur seurt. Pa c’houlennan outañ pet person a zo en Dreinded, e lavar n’ez eus nikun. »

« Feiz, aotrou person, n’ez eus hini kennebeut, avat, her gouzout a rit. A-hend-all ne vefe ket ret d’eomp dont d’ar vourc’h d’an oferenn… »

« E chapel an Dreinded n’eus person ebet sur. Met n’eo ket an dra-ze eo. Hag e mister an Dreinded ? »

« Hañ ! ha me am bije soñjet ? »

« Emichañs ! Er c’hatekiz edomp ha n’eo ket e lec’h-all, na petra ?… Ne oar ket ivez pelec’h emañ Doue. »

« E pep lec’h emañ. »

« Te a oar evit doare… Pe da zeiz eo maro Jezuz-Krist ? »

« N’ouzon dare avat. »

« Yannig ne oar ket ivez. »

« N’eo ket souez, aotrou person, na oufemp ket. Soñjit pegeit emaomp diouz ar vourc’h, ha pell diouz an hent bras. Du-mañ ne zeu den, ha rak-se ne glevan ket ar c’heleier. C’houi n’eo ket diaes d’eoc’h sur. Lenn a rit ar c’hazetennou hag e klevit an traou e-giz-se. »

Rankout a reas an aotrou person moustra war ar mousc’hoarz a oa savet war e vuzellou.

« Ac’han d’ar bloaz a zeu, » emezañ, « en devezo bet