Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/242

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
242
konchennou

amzer Yannig, marteze, da zeski e gatekiz, ha neuze e raio e bask. »

« Ma, aotrou person, » eme Janed.

Ha Yannig a voe ret d’ezañ gortoz eur bloaz pe zaou.


Eun nebeud deveziou goude, e teuas eur beleg da welout an aotrou Person. Er c’hloerdi e oant bet o studia asamblez. Tremen a eure dre gichen ti Yannig. Met ac’hano ne ouie ket war be du trei. Daou hent a oa dirazañ, dour enno o-daou. Hag heñ a oa war varc’h.

« Paotrig, » emezañ da Yannig, « ha bras eo an dour amañ ? » « N’ouzon darn. Houidi va zad ne deont e-barz nemet betek o c’hof. » « Orin (hailhon) a zo ac’hanout ! » eme ar beleg. « Dre be hent ez aer d’ar vourc’h ? » « Me a ya penn-da-benn dre war-c’horre ar c’hleuz. »

Ha ne c’hellas ket ar beleg tenna ger-all ebet digant an amparval.


A-benn eur pennad, e lakaas ar vamm eur verc’h er bed.

« Pelec’h eo bet kavet ? » eme Yann.

« En eun neiz pig, er c’hoad bras aze. »

Ha Yann a furchas an neiziou pig da glask c’hoarezed-all.


Tri bloaz war-lerc’h, an tad, mañsoner eus e vicher, a gouezas diwar eur voger hag a voe lazet mik.

« Ma, Yannig, » eme ar vamm, « klevet ac’h eus da dad o lavarout alies :

Da louarn kousket
Ne zeu tamm boued.

Rak-se eo mall d’it mont da zeski eur vicher. »

« Pe seurt micher, mam ? »

« Pe hini a blij d’it ar muia ? »

« N’ouzon dare. »

« Kae da gousket fenoz ha gra da soñj en da wele. »

Antronoz-vintin e c’houlenn ar vamm :

« Petra ’vezi, Yann ? »

« Me ’garfe mont da laer. »

« Ya, met ha mar bezes tapet ? E vezi kaset d’ar bidouf. »

« O ! me a ouezo en em denna. »

« Ha gant piou ez i da zeski ? »