Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/245

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
245
yann seitek

Pa soñj da Yannig en deus blejet a-walc’h, ez a d’ar c’hoad. Kavout a ra eno ar peder garterenn-gig. O samma a ra ha d’ar gêr ganto.

« Alo ! mamm, » emezañ, « setu amañ kig evit eur pannad brao. »

Hag heñ ha konta e droiad.


« Ac’hanta ’ta ! » eme Janed. « Me a ouie a-walc’h e vijes diseiteget mare pe vare ha setu deuet ar c’houlz. Heñvel out bremañ ouz da dad. Hennez a oa eur orin a zen hag a ouie deski an dud da strana. Sell ! setu me distagellet ivez. O burzud ! ne c’hello den kompren eur seurt tra !»

« Va zad a ouie troiou ? » eme Yannig.

« Ya, kleo :

Eun devez e teuas tud da breda ganeomp. Neuze ez ae mat an traou amañ.

Kalet e oa ar c’hig evit doare, hag unan-bennak a lavaras :

« N’em eus ket a zent mat. »

« Petra ? » eme da dad. « N’hoc’h eus ket a zent ? Kit d’ar baradoz da glask : eno e kavot n’eus forz pegement hag ouspenn, ha re vat eus an dibab c’hoaz. »

« Er baradoz ? » eme egile, nec’het an tamm anezañ.

« E pe lec’h ken ? » eme da dad. « N’eo ket sent eo a vank eno, atao sur ! »

« N’eo ket sent eo a lavaran-me, dent eo. »

« Daoust hag e ouien, » eme da dad, » pe sent pe dent eo a felle d’it ? Lavar fraez eur wech-all : Va dent n’int ket mat. »

Egile a intentas mat a gav d’in, rak abaoe ne glemmas ket diwar-benn ar pez a veze roet d’ezañ amañ.

« Mat a oa graet d’ezañ, » eme Yannig.


« Eur wech-all, » eme Janed adarre, « e c’hoantaas unan-bennak goapaat Per abalamour ma oa born ! »

« Petra ’fell d’it ? » eme da dad oc’h ober eun hej d’e ziouskoaz.

« Born divalo-mez ! » eme egile.

« E fec’h, born oun en diavaez : te, avat, a zo born en diabarz. Ma ’z oun born a gorf, te ’zo born a spered ! »

« Mat tre ! » eme unan—all. « Setu aze kas an dorz d’ar gêr, hag a zoare !… Evelato, n’eo ket brao beza born. »

« Perak eta ? » eme Ber.