« Ya, met gwic’hal a c’hellfe hag e vefe klevet. Abalamour da ze ez ay Job amañ d’an iliz, da vralla kloc’h an Añjeluz. Souezet e vezo an aotrou person hag e kerzo da welout petra a vezo c’hoarvezet. E-keit-se e ri da daol ha ni, chomet e-harz an nor d’az gedal, a yelo da rei an dorn d’it. Intentet eo ? »
« Ya, ya. » eme an holl.
Divarc’het eo an nor, ha setu Yannig er porz ha, goude, er c’hraou. Ki ebet ne harzas, rak ne oa nikun. Ne felle ket d’an aotrou person o dije bet aon an dud o tont d’e welout.
Kerkent, setu ar c’hloc’h o seni.
An aotrou person her c’hlevas hag a sellas ouz e vontr, ouz sklerijenn eun elumetezenn.
« Sell, » emezañ. « an Añjeluz, ha n’eo nemet div eur c’hoaz. Kollet eo e benn gant ar c’hloc’her. »
Dihunet e voe ar vatez ivez hag e reas trouz en he c’hambr.
« Marc’harid, » eme an aotrou person, « kae da welout petra ’zo. »
« O ! ne dan ket, aotrou person ! Me ’m eus aon ! »
Ha dao-dao war an nor.
« Goulenn piou a zo aze da vihana ! »
« Piou a zo aze ? » eme Varc’harid, en eur zigeri ar prenestr.
« Me. »
« Piou ? »
« Me, ar c’hloc’her, petra ? Digor buan d’in, al laer a zo en iliz ! »
Hag e tilamm ar sakrist da gavout an aotrou person.
« Petra ’zo Lom ? »
« Eul laer en iliz, aotrou person ! »
« Kae d’e dapout ’ta ! »
« Re a aon am eus. Ha ma lazfe ac’hanoun ? »
« Laza ac’hanout a lavaran-me ivez ! Kae buan ! »
« Ne dan ket va-unan. »
« Marc’harid, kae gantañ. »
« Ne dan ket, aotrou person. Petra ’ray al laer-se d’in-me ? »
« Me n’oun ket evit mont kennebeut. Eur c’hard-eur e vefen o wiska va dilhad ha kement-all o vont ac’halen d’an iliz. »
« M’ho tougo war va diouskoaz, aotrou person, » eme ar c’hloc’her.
« Memes tra, Lom. »