Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/251

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
251
yann seitek

« Vad a ray d’in, rak hep tamm emaoun abaoe ergentaou. »

« N’ac’h eus debret begad ? »

« Griñsenn. »

« Nag evet kennebeut. Eun den mat a zo ac’hanout. »

Lavaret ar pater, e stagont gant o c’hoan. Unan eus ar vevelien a ranke beza war yun abaoe eiz deiz, hep mar ebet, rak kement a lonke ma ne c’helle ket Yannig mirout da c’hlabousat : « Ar marlonk divalo ! Pegen digempenn e tebr ar pemoc’h ! »

« Rei a ri peoc’h, glapez ! » eme Yann, « pe, a-hend-all, e c’hoarvezo ganeomp adarre e-giz derc’hent dec’h gant pemoc’h an aotrou person. »

« Amañ eo taolet ar yalc’h, war ar gwele dindanoun. »

« Serr da vilin ’ta ! »

« Mat, ne livirin grik ebet ken. »

A-barz ma voe echu ar pred, e oa aet skuiz Yann war e gof hag e klaskas trei. Hogen, darn eus an irvin e voe darbet d’ezo ruilhal d’an traon.

« Yannig, laka da droad da herzel ouz an irvinenn-mañ da goueza. »

« Ya, va faeron. »

Met, e lec’h senti, e taolas Yannig an irvinenn war leurenn an ti.

« Genaoueg ! » eme Yann. « Emaomp diskuliet ganez ! »

Ha Yann da zilammat kuit, ken prim ha tra, diwar lein ar gwele.

« Al laer ! al laer ! » eme an holl.

Hag int d’ar red war e lerc’h, er-maez eus an ti. « Harz al laer ! harz al laer ! » emezo. Hag ar vamm-goz ivez d’o heul eus ar gwellika ma c’helle. Neuze e tiskennas Yannig ivez diwar lein ar gwele-kloz, e tapas peg er yalc’h hag e troc’as gant an hent evel ma ouie ober a-wechou.

« Ha paket eo ? » a c’houlennas ar vamm-goz.

« Ya, ya ! » eme Yannig.

Ne oa bet tapet laer ebet ha laouen bras e oa Yannig gant e zaou vil lur. Diwar neuze ne deas mui war-dro e baeron. Gwir eo e lavare hemañ groñs n’her c’hemerje ken da vont gantañ, peogwir ne oa mat nemet da… bemoc’ha ar stal bep tro.


Mat a yae ar bed gant an holl e ti Yannig. Laerez ha