a eure, avat, kerkoulz ha biskoaz. Diwar goust eur gorrigan e laeras zoken. Edo o treuzi eur c’hoad pa zigouezas eur wrac’h gantañ.
« Noz vat, gwrac’hig koant, » emezañ.
« Petra a glaskez, va den mat, » emezi.
« Seurt ebet. Met da betra oc’h mat, c’houi ? »
« Da c’hoari troiou d’an dud. »
« Ha penaos eta ? »
« Sell, gant ar c’houitell-mañ. N’em eus nemet c’houeza ennañ, ha kement ’zo, an dud hag an traou d’o heul, a grog da zañsal raktal. »
« N’eo ket gwir an dra-mañ, moarvat. »
« Eo, hag ez an d’hen diskouez d’it dioustu. »
C’houeza a ra en he c’houitell ha, kerkent, setu ar c’hleuziou hag ar gwez, ha Yann ivez zoken, da zañsal ha da lammat diouz an douar.
« A-walc’h ! a-walc’h ! » eme Yann a-benn eur pennad. « Skuiz-maro oun ! »
« Kredi a rez bremañ ? »
« Ret eo d’in. »
« Kenavo ! »
« Kenavo ! »
Ha Yann gouestadik war-lerc’h ar wrac’h, da lakaat hep gouzout d’ezi, e zorn en he godell ha da lemel kuit ar c’houitell anezi… »
Nebeut amzer da c’houde e voe graet eul laeroñsi vras e ti eun aotrou pinvidik-mor.
Darn o devoa c’hoant da damall an taol-se da Yann, ha setu an archerien o tont war e dro. « Deuit ganeomp ! » emezo.
« Gedit eur pennadig, » eme Yann. « Eur benveg, bihan a-walc’h, am eus c’hoant da gas ganin. »
« Petra eo ? »
« Ar c’houitell a zo en istribilh ouz ar voger aze. »
« A ! da gaout diduamant er bidouf da c’hedal ma vezi barnet, neketa ? »
« Feiz ya ! na petra ’ta ? »
Roet eo ar suterez d’ezañ, hag heñ da c’houeza enni :
« Dañsit, archerien ! » emezañ. Hag e rankas paotred al lezenn dañsal, ha n’eo ket ober van. « A-walc’h ! a-walc’h ! » emezo. « Da lezel a raimp didrabas… » Hogen, bepred e