Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/257

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
257
yann seitek

« Setu aze eur manac’h avat ! » eme an dud. « Gant ar vez ! Pokat d’ar merc’hed e-kreiz al leurgêr vras ! »

« Petra, va breur ? » eme an tad. « Ha gwir eo kement-se ? »

« Re-wir n’eo ken ! Lakait an hailhon-se ouz ar groug ! »

Yann, avat, a blege e benn.

« O ! » eme an tad, « n’emañ ket ar c’hiz ganeomp da grouga an dud. Pinijenn rust a raio avat : e-pad eur sizun penn-da-benn e chomo hep eur c’hriñsenn da lakaat etre e zent… Ha c’houi, va mignoned, it e peoc’h d’ar gêr, ha Doue r’ho pennigo ! »

N’en devoe Yann begad ebet e-pad eiz deiz. Distroñket e oa a-benn neuze, e c’hellit kredi. Pa voe tremenet ar sizun e yeas an tad priol d’e welout, diouz ar mintin : « Breur Yann, » emezañ, « hirio ez eot, gant an Tad Goulc’hen, d’ober eun droiad war ar maez da glask an aluzen. Bezit war evez ouz ardou an droukspered. » Hag an Tad Goulc’hen ha Yann en hent.

« Naon am eus, naon du ! » eme Yann.

« Doue d’hor pourvezo va breur. Pedomp heñ eus a-greiz hor c’halon. »

Hag e lavaront eur chapeled.

« Bremañ, » eme an tad, « peogwir eo hir an hent, ez an da zisplega eur gontadenn. Gwelout a reot n’eo ket mat lavarout gevier hag ez eo ret pedi. Setu amañ marvailh an treid leueou. »


Eur wech e oa, eur wech ne oa ken, hag eur wech-all e oa c’hoaz, hag e oa daou vreur, Fañch ha Yon, kereourien eus o micher.

Yon a oa paour. En eur goz lochenn soul, war ar maez, edo o chom. Bep mintin ez ae e kêr da labourat gant e vreur, rak hemañ en devoa eur stal war e ano. Bemnoz e tistroe Yon d’ar gêr ha gwreg e vreur a roe d’ezañ eur sac’hadig riz da gas d’e bried ha d’e vugale. « An dra-mañ a zo war ar marc’had, » a lavare hi. E gwirionez, gouzout mat a rae en em denna gant Yon gaez war eur poent-all. Bep tro ma veze ar pae, e vire eun nebeut gwenneien diwar e goust.

Yon ne daole ket evez ha, daoust ma oa paour, e veze laouen evelato. E dud ivez a oa eürus en o stad dister. O zi-plouz a gavent mat kenañ ha diouz o doare ha, nemet