Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/258

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
258
konchennou

plijet e vije kement-se da Zoue ha d’ar Werc’hez, n’o divije ket e droket ouz eur palez.

Mat, setu ar pez a c’hoarvezas koulskoude.

Eur wechad m’edo Yon o tremen, dre ar c’hoad a ranke mont drezañ d’ar gêr. Kana a rae en eur vont gant an hent, e sac’hadig riz gantañ dindan e gazel hag eur strep war goubl e vrec’h. « Amañ, » emezañ, « e tle beza keuneud sec’h. » Hag heñ ha troc’ha ken en devoe eun horzennig a-zoare. Met ken dall (dilemm) e oa e venveg, ma rae eun trouz mantrus.

Ha setu eur vaouez koz o tont d’e gavout : « Petra ’rez aze, va den mat ? » emezi.

« Gwelout a rit moereb. O klask keuneud emaoun evit an ti du-mañ. »

« Paour out eta ? »

« Ya, avat. »

« N’ac’h eus ket a zroug ouz Doue abalamour da ze ? »

« O ! nann da ! Kement a ra a vez graet mat atao. »

« Komz a rez e-giz an aotrou person. »

« Er c’hatekiz, gantañ gwechall, eo am eus desket an dra-ze ivez. »

« Mat eo. Ha ne vefes ket laouen o tont da veza pinvidik ? »

« Feiz eo, avat, gant ma plijo gant an Aotrou Doue. »

« Mat ! Mar karez e roin an tu d’it. »

« Memes tra. »

« Kae aze gant ar ribin (gwenodennig). War-hed tri-c’hant kammed ac’halen, e kavi eul leue en-istribilh ouz eur wezenn, war bouez e lost hag e ziskouarn. Troc’h e bevar droad outañ. Goulenn eun dra bennak digant pep troad. Ar pez a gari az pezo. »

« Bennoz Doue, mamm-goz. C’houi ’zo re-vat em c’henver. »

« Kae atao. »

Ha Yon gant ar ribin, ha kavout al leue. Bec’h a-walc’h en devoe o tiskolpa ar pevar droad rak, evel m’em eus lavaret d’eoc’h, ne oa ket gwall-lemm e strep. Dont a reas a-benn d’o distaga evelato, hag heñ ganto d’ar gêr. « Noz vat, Fant, » emezañ.

« Noz vat, Yon. Erru out ? »

« Noz vat, tad, » eme ar vugale o redek da doull an nor da lammat outañ.