Bep a bok a roont d’ezañ, ha Yon, ivez, a laka eur bouch tener war o diouchot livrin.
« Ac’hanta, Yon ? » eme Fant, « ha me ? »
« D’it-te kement ha ma kari. »
Hag holl e c’hoarzont laouen.
« Krampouez a zo da goan, » eme Fant.
« Mat eo. Goude-ze e livirin d’it eun dra bennak, pa vezo kaset ar re vihan da gousket… Lavar ar bedenn. »
A galon vat e voe drebet ar pred. P’he devoe graet d’ar vugale kas o fater d’an Tad hag a zo en neñv, ha pa voe klozet daoulagadouigou ar re-mañ, e teuas Fant da gavout Yon e-tal an tan. « Petra ’zo ’ta, Yon ? » emezi.
« Klask. »
« Ne gavin ket, hep mar. »
« Nann, sur avat ! Mat, selaou. »
Ha Yon da zisplega an abadenn, evel m’hoc’h eus he c’hlevet dija. « Petra a c’houlennimp, Fant ? » emezañ, pa voe echu gantañ.
« Lavaromp grasou da genta ha Doue hor sklerijenno. »
« Alo, Fant, » eme Yon goude, « furoc’h out egedoun-me ; rak-se te eo a c’houlenno an traou. »
« Mat, pa fell d’it. » Hag hi neuze : « Dre vertuz an troad kenta, e c’houlennan ar Baradoz evit Yon amañ, evit hor bugale hag evidoun va-unan ivez. »
Hag eun troad kuit a-zirazo. Ne reont ket a van evit se. « Dre vertuz an eil, e c’houlennan yec’hed padus evidomp-ni holl. » Hag an eil troad kuit.
« Dre vertuz an trede e plijfe d’in e teufe d’eomp amañ, e lec’h hon tiig plouz, eur maner, arrebeuri kaer ennañ. » An trede troad kuit.
Kerkent ez eus eno eur c’hastell kaer, gant annez koant en-diabarz anezañ. E-giz ma vijent bet atao o chom ennañ, e teuas Yon ha Fant da c’houzout an doareou anezañ raktal. Gant al levenez a oa enni, e poke Fant d’he Yon.
Hag hi adarre : « Dre vertuz ar pevare, ra zeuio d’in eur yalc’h leun a aour, ha ra chomo barr bepred. » Ober a ra ar pevare troad evel an tri-all. Kentiz ez eus en o c’hichen eur c’houfr leun a aour melen.
Trugarekaat a rejont an Aotrou Doue evit e vadelez dispar en o c’heñver. Hag int da gousket.
Ne voent ket lorc’husoc’h evito da vesa pinvidikoc’h eget kent. Mat e voent ouz ar beorien, brokus kenañ zoken…