Souezet e voe Fañch avat, o veza ma ne zeue ket Yon ken war e dro. « Daoust ha klañv e vefe ? » emezañ.
« Kae da c’houzout. » a respontas Seza, e wreg. « Kas eur vozad riz ganez. Plijadur a ri d’ezo. »
Ha Fañch ha mont. Treuzi a reas ar c’hoad, met kaer en devoa klask ti Yon, n’her c’have ket. « Amañ, e-penn ar wenodenn, edo koulskoude ! » emezañ. Trei ha distrei a rae, sellout e pep lec’h, met ti soul ebet. Eur maner ne lavaran ket.
« Ma ! » emezañ, « n’oun ket faziet evelato, emichañs. Amañ edo ti va breur Yon ha n’emañ ken. Ne oa maner ebet ha setu unan. N’ouzon dare petra ’zo c’hoarvezet… Deomp er c’hastell hag e klevimp. »
Teurel a ra e sac’hagig riz a gostez hag heñ er maner. Kenta hini a wel eno eo Yon. « Sell Fañch, » eme hemañ, « te a zo deuet d’am gwelout ? »
« Sell ’ta Yon, te a zo mevel er maner-mañ bremañ ? »
« Mevel n’oun ket, Fañch. Perc’henn oun d’ezañ. »
« Te ? »
« Ya avat ! »
« Penaos kement-se ? »
« En eur stumm fentus a-walc’h : dre vertuz pevar droad leue. »
« Petra ? » eme Fañch, souezet maro an tamm anezañ.
Ha setu displeget an istor da Fañch.
« Dont a ri d’am gwelout alies, neketa Fañch ? »
« Ya, ya, Yon. »
Ha Fañch d’ar gêr.
« Ac’hanta ! » eme Seza. « Petra ’zo a nevez ? Ha klañv eo Yon ? »
« Klañv ? tra !… Pinvidikoc’h eo bremañ egedomp. »
« Moarvat ! »
« E feiz. »
Dibunet eo ar marvailh gank Fañch.
« Ma ! » eme Seza, « kae d’ar c’hoad ivez. Marteze e c’hoarvezo kement-all ganez. »
Diouz an abardaez emañ Fañch er c’hoad. Troc’ha a ra keuneud a dro strob. Hogen ne zeu maouez koz ebet. « Ne ran ket trouz a-walc’h marteze, » eme Fañch ; « bouzar e c’hell beza. » Eur strep vat a oa gantañ ivez avat. Gant eun taol hepken e oa peadra da ziskara ar skoultrou teva.