Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/264

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
264
konchennou

« Emaoun o vervel gant an naon, koulskoude ! »’

« Grit pinijenn, va breur. »

« Penaos e ouezin em bezo debret a-walc’h ? »

« Me a vezo ouz eun tu d’an daol, ha c’houi ouz an tu-all. Pa soñjin ho pezo debret a-walc’h, e waskin war ho troad ha neuze ec’h ehanot da zibri, krak ha berr. »

« Mat, » eme Yann.

Hag int en ti.

« Doue da vennigo an holl, » eme an Tad Goulc’hen.

« Hag ar re a zeu ennañ, » a voe respontet d’ezañ.

« Nozvez vat d’an tiad. Ni a zo daou vanac’h o klask an aluzen evit hor c’houent. Ha lojeiz a gavimp amañ ? »

« Ya, hag a galon vat e vezo roet d’eoc’h. »

« Doue d’ho paeo ! » eme an Tad.

« Eun tamm bennak a zebrot ivez, neketa ? »

« Mar bez ho polontez rei d’eomp. »

« Ya, ya. » eme ar vamm. « Mariannaig, laka laez ha daou zornad bleud en toaz ma vezo peadra d’an daou vanac’h. »

« Ya, mamm. »

« Azezit aze, Tadou, » eme ar vamm, « da c’hedal ma vezo aozet ar yod. »

Lakaat a reont eun azez, unan a hep tu d’an daol. « N’ankounac’hait ket, va breur, » eme an Tad da Yann, e pleg e skouarn, « ar pez am eus lavaret d’eoc’h p’edomp o tont. »

« Ne rin ket kennebeut. »

« Bremañ, va Zad, » eme ar vamm, « livirit deomp eur gomz vat bennak da c’hortoz ma vezo pare koan. »

« Pa fell d’eoc’h, » eme an Tad. « Dezrevelli a rin eun dra c’hoarvezet em bro pa oan krennardig :


» Diou vaouez a oa o chom tre e-kichen du-mañ. Rozenn ha Mari-Jan. Eun deiz e teuas eur baourez kaez da c’houlenn an aluzen digant Mari-Jan : « Er-maez ac’halen, boued ar groug ! » eme houmañ. Ar vaouez koz a dec’has kuit dic’hrik. Hag hi da di Rozenn, lavarout he fater e-tal an nor ha goulenn eun draig bennak en an’ Doue.

« Yen eo an amzer, » eme Rozenn. « Deuit tre da lakaat eun azez ha da domma. »

« Bennoz Doue ! » eme ar baourez.

« Eur banne soubenn domm a ray vad d’eoc’h, » a lavaras Rozenn. « It ouz taol : ranna a rin ganeoc’h. »

Laouen e voe ar baourez, na petra ’ta ! Pa yeas kuit e