Pa voe lipet ar chidhouarn gantañ, ec’h en em gavas Yann nec’het : kaot a oa ouz e zaouarn.
« Gwelc’hit anezo, » eme an Tad.
« N’eus ket a zour amañ. »
« Banne ebet ? »
« Ne welan ket. »
« Petra ’zo er ribot aze ? »
« Laez. »
« Gwelc’hit ho taouarn el laez, ne vezo tamm falloc’h an amann evit se. »
Lakaat a ra Yann e zaouarn er ribot hag o gwelc’hi a ra. Met neuze e voe eun abadenn-all : ne c’helle ket o zenna kuit. « Setu me tapet, va Zad, » emezañ. « Ne zeu ket va daouarn er-maez. »
« Sachit anezo ganeoc’h. »
« N’oun ket gouest. »
« N’it ket d’en em chala. Sellit ha ne welit ket eur peul gwenn du-ze ? »
« Eo. »
« Kit da skei warnañ gant ar ribot. Hemañ a dorro hep mar hag ho taouarn a vezo dieub. »
Setu Yann o vont hag o tarc’haoui ouz ar post. Hemañ ne ra na trouz koad na trouz maen hag e kouez d’an douar Kenderc’hel a ra Yann atao da skei ken eo freuzet ar ribot. Hag heñ goude d’e wele.
« Souezus eo, » eme an Tad, « n’hoc’h eus ket graet an distera trouz. »
« N’ouzon dare petra a oa eno. »
« Na n’eo ket eur peul koat eo ? »
« Na koat na maen hag huanadi a rae. »
« Petra eo ? »
« N’ouzon dare. »
« Gortozit, emaoun o vont da welout. »
Hag e kavas an Tad Goulc’hen eno eur c’horf maro, korf ar vamm aet d’ar poull da ganna ouz sklerijenn al loar. Spontet e voe ar manac’h hag heñ ha tec’hout kuit. « O ! » emezañ, « petra hoc’h eus graet ? Laza an hini a roas repu d’eoc’h ! Milliget e vezimp gant Doue ! » Teñval o fenn, e tistrojont o-daou d’ar manati.
Eno e voe lavaret da Yann e oa gouezet ne oa ket eur gwir vanac’h hag e c’helle distrei da gavout e Annaig…