…Pokat a eure d’ezi, e c’hellit kredi : « Annaig ! Annaig kaez ! »
« Yann ger, pelec’h out bet, keit-all ’zo ac’h eus va c’huitaet ? »
« Ne liviri da zen ? »
« Da biou a gav d’it ? »
« D’ar c’hlakenned dre aze. »
« Bez dinec’h. »
« Ma ! Annaig, me a zo bet manac’h. »
« Manac’h ? »
« Ya, hag e kouent ar vourc’h amañ c’hoaz. » Konta a ra e abadenn, e vuhez lean.
« Met, Yann, penaos e oas aet di ? »
« N’ouzon dare. »
« Lezel ac’hanoun intañvez, ha te beo ! »
« Me n’oun ket kaoz. »
« Marteze a-walc’h. »
« Penaos eta ? »
« Ne oas ket mezo ? »
« E c’hellen beza, siouaz d’in ! Met ha neuxe ? »
« Neuze out bet dastumet war ar ru ha kaset d’an abati d’ober pinijenn. »
« Pinijenn rust am eus graet. Soñj Annaig, chom eiz deiz hep begad na banne. »
« Kalet eo. Gant na di ken da vihana. »
« N’ac’h eus ket da gaout aon. Ne vezo ket flemmet da Yann diou wech ! Ha diwar hirio, m’hen tou dirak an heol hag al loar ha dirak holl draou ar bed, banne ebet ne c’hlebo va javed ! »
« Ra zeuio kement-se da wir ! »
« Ker gwir ha m’emaoun amañ ! »
Yann a zalc’has start d’e c’her. Berad gwin-ardant ebet ne dremenas dre e gornailhenn. Hogen ne c’houlennas ket trei kein d’e vicher laer. « Petra a rafen ? » emezañ. « M’am bije gouezet labourat e mod pe vod c’hoaz, neuze ne lavarfen ket. Met bremañ ? »
« Gwelloc’h e vije koulskoude, Yann baour. Gwech pe wech e vezi tapet, rak n’eus den ken fin ha ne gav ket e bar. »
« Ac’han di e laerin atao. An dra-se eo va buhez, klev. »
Ha Yann a gendalc’has evel diagent. Skuiz o laerez an dud, e soñjas mont da laerez diwar goust ar gornandoned.