Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/275

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
275
yann seitek

nad ’zo. Ret eo d’in mont da gavout ar sorserez. Hag e ya.

« Demat, d’eoc’h, mamm-goz. »

« Ha d’it, va filhor. »

« Me n’oun ket filhor d’eoc’h. »

« Petra ’faot d’it ? »

« Gwechall edo ar voul ganin ha bremañ e tro pep tra da fall. Me a garfe gouzout petra a zo kiriek da ze. »

« Digas da zorn amañ ma welin en da waziedou. »

Sellout a ra piz ha piz ouz dorn Yann, ouz ar palv, ouz ar c’hil.

« Gwir eo, » emezi. « Digouezet ez eus warnout eur maread a zichañs. »

« Penaos lakaat va flanedenn da cheñch ? »

« Gant ar c’hartou-mañ a c’hellfen gwelout. Met paea a zo ret a-raok. »

« N’eus ket eul liard toull ganin. »

« Ma, neuze ne glevi seurt? N’eo ket deuet ar c’hiz c’hoaz da labourat evit netra. »

« Me a baeo goude. »

« Tra, tra ! ar pae da c’houde ne blij ket d’in. Flemmet oun bet eur wech : ne vezin ket diou, lez da gas ! »

« Met petra a roin d’eoc’h pa n’eus ket eur siseurt ganin ? »

« Kae d’ar gêr ! »

« Hep gouzout seurt ? »

« Ya, hep gouzout seurt. »

Edo Yann o vont er-maez eus lochenn an hini goz : « Va chupenn a roin d’eoc’h, » emezañ. »

« Me ne zougen ket chupennou. N’ac’h eus montr ebet ? »

« Nann. »

« Furch da c’hodellou. Marteze e kavi eun dra bennak enno. »

« Ne gredan ket. »

« Peogwir out paour, e vezo a-walc’h an distera tra. »

Kavout a ra Yann e c’houitell.

« Sell, » eme ar sorserez : « eur sutig ganez ? Mestr laeron out eta ? »

« N’oun ket avat. »

« D’ober petra eur c’houitell neuze ? »

« N’oc’h eus ket ezomm da c’houzout. »