voned. Goude e furch en e c’hodell. « Deuit da gerc’hat va mouneiz, » emezañ. Tostaat a reont outañ da skrapa e arc’hant. « Da behini ac’hanoc’h ar bolod kenta ? » eme ar pesketaer en eur zispaka e bistolenn. Met an daou-all a dec’h kuit, mall war o ler, a c’hellit kredi.
« Tud digalon ! c’houen a sav en ho loerou evit eur bistolenn ! Setu aze laeron ! Ma vijec’h bet eveldoun-me e vijec’h bet gwazed ! Me n’em bez aon nemet rak eun dra, rikla d’an douar ha terri va… fenn a-dreñv ! »
Setu ma lavaras e genseurt da Yann : « Hennez eo Troc’h-Yalc’h nep mar. Diouz e brezeg hen anavezan. Mont a ran da gomz gantañ. » Hag heñ da c’hervel : « Troc’h-Yalc’h ! »
« Petra ’fell d’it ? »
« Deus amañ ’ta buan. Ni ’zo mignoned koz. »
Mont a ra Troc’h-Yalc’h d’o c’havout : « Sell ! Mestr-Krog ! » emezañ. « Penaos e ya ar bed ganez ? »
« Baoik emaoun. »
« Ha petra ’rez dre aze ? »
« Klask eur yalc’h bennak da c’houllonderi. Ha te ? »
« Oc’h ober memes tra. »
« Mont a reomp kevret evel gwechall ? »
« Mat. »
« Me a zo eur c’hamarad ganin dija. »
« Neuze e vezimp tri. »
« Feiz, gwelloc’h e vezo. »
Difoupa a ra Yann neuze.
« Pe ano out ? » eme Droc’h-Yalc’h.
« Yann. »
« An dra-ze n’eo ket eun ano eo. »
« Gant va faeron eo bet roet d’in. »
« Ha piou oa da baeron ? » eme Vestr-Krog.
« Yann ivez. »
« Petra ’oa ? »
« Laer. »
« Pelec’h edo o chom ? »
« E Stank-ar-Wrac’h. »
« E Stank-ar-Wrac’h ? Pegeit ’zo abaoe ? »
« Eur pemp bloaz warnugent bennak. »
« O ! » eme Vestr-Krog, « te eo va filhor neuze. Te ’zo mab da Janed ha da Ber ? »
« Dres. »
« Va filhor ker ! »