Pokat a reont an eil d’egile.
« Hañ ! » eme Droc’h-Yalc’h, « setu kavet da niz ha da filhor ganez. Ha gouzout a oar e vicher ? »
« Gouzout mat, paotr. Ganin eo bet teski. »
« Neuze n’eo ket souez. »
« Mat, me ’soñje d’in n’en divije ket gellet deski ervat morse. Met ni eo a veze flemmet gantañ bep tro, an orin a oa anezañ ! »
« Mat tre. Hemañ eo Yannig neuze ? »
« Evel ma welez. »
« Eun den gouest ha ouesk a zo anezañ. Mont a ray mat ar stal ganeomp hon-tri, arabat kaout aon ! »
Ne d’an ket da gonta d’eoc’h penn-da-benn ar pez a reas an tri laer-mañ. Re-hir e vefe dre ar munud, skuiza a rafec’h hep mar ouz va selaou hag e krazfe va gourlañchenn, nemet eur banne sistr mat ha yac’hus ho pefe da rei d’in.
Daoust ma voe lesanvet Kraban-Dir gant e zaou genseurt, e kendalc’hin d’ober Yann anezañ evel diagent.
Eun deiz ma oa fall ha rust an amzer, e rankas va laeron chom en o zoull. Petra d’ober, pa vezer dilabour o waskedi en eun toull, nemet savarat ? Ha setu pe savar a voe ganto :
« Filhor, » eme Vestr-Krog, « dibun d’eomp eun dra bennak. »
« Mar gellan e tivunin. N’oun ket marc’h koulskoude. »
« Intentet fall ac’h eus. N’eo ket divuna hogen dibuna pe gonta eo a lavaran d’it. »
« Memes tra. Met petra ? »
« Eur marvailh bennak. »
« M’am bije gouezet. »
« Ne ouzout hini ? »
« Tra. »
« Lavar neuze, te, Troc’h-Yalc’h. »
« Lavar da-unan. Te a zo eur c’hog. »
« N’oun ket gwall vaout war an traou-se, hag hirio n’emaoun ket war va zu. »
« Kae atao. »
« Ma ! Berr e vezo ar gaoz ganin, berr kenañ. »
« Keit hag eul lost-leue… He ! filhor, pet lost-leue a vefe ret astenn etre amañ ha Paris ? »
« Eun toullad mat, kredabl ! »