« Leue da-unan !… Unan hepken ma vefe hir a-walc’h. Alo ! pe seurt marvailh a gontin d’eoc’h ? Feiz, istor unan eus hor c’henvreudeur.
Eur wech e oa eun den hag a reas e soñj da vont da bardona da Sant Jakez a Gompostel, e Bro-Spagn. Arc’hant en devoa, eun tokad mat, ha gant aon ez ajent gant unan-bennak eveldomp-ni, e c’houlennas ouz eur mignon o mirout d’ezañ keit ha ma vije oc’h ober e dro. An den-mañ o c’hemeras ha setu ar beajour o vont en hent, dinec’h e spered ha laouen e galon.
Petra a c’hoarvezas gantañ e-doug e droiad e pell bro ? N’oun ket evit lavarout, rak n’ouzon seurt diwar-benn kement-se. Hogen distrei a reas d’ar gêr a-benn eur c’hrogad amzer, hag heñ ha goulenn e arc’hant, na petra ’ta ! Egile avat ne felle ket d’ezañ renta ar pez a oa bet fiziet ennañ.
« O c’huzet em eus, » emezañ, « ha n’em eus tamm soñj ken e pe lec’h. Dalit ar vaz-mañ mar karit. »
« Va arc’hant eo a rankan da gaout ha n’eo ket eur vaz eo. Da c’hervel a rin dirak ar barner. »
« Ha neuze ? Pelec’h emañ da destou ? »
« Hor Salver war e groaz a oa test. »
« Eur pez kaer evit se ! »
Hag int d’al lez-varn : « Hervez ma lavar, » eme ar barner « en deus roet an den-mañ arc’hant d’it da virout d’ezañ e-keit ha ma vije o vont da Sant-Jakez a Gompostel. Ha gwir eo ? »
« Ya, gwir eo. »
« Pelec’h emañ an arc’hant ? »
« O c’hinniget em eus d’ezañ, met ne felle ket gantañ o c’hemerout. »
« Kinniget ac’h eus an arc’hant d’in, gaouiad divergont ma ’z out ? Gant an douar e tlefes beza lonket ez-veo ! »
« Mat, aotrou barner, ker gwir eo ar pez a lavaran ha m’emaon me va-unan amañ dirazoc’h. »
« Ha sevel a reot ho torn, dirak ar groaz, da doui kement-se ? »
« A galon vat. »
« Grit neuze. »
Rei a ra an hini tamallet e vaz da zerc’hel d’ar pardoner. « Toui a ran dre va le, » emezañ en eur sevel e zorn, « beza