kinniget e arc’hant d’an den-mañ ! Toui a ran emaint gantañ ! »
« Ganin, pez divez ? »
« Arabat kunuja den ebet, » a lavaras ar barner. « Mat eo, » emezañ goude d’egile. « Ha bremañ, it kuit. »
« Ar vaz d’in, » eme an touer.
« D’ho tamaller eo ! » a c’hourc’hemennas an den a lezenn.
Ruzia a reas egile betek beg e ziskouarn : « Tapet oun ! » emezañ.
« Evel just, » a zistagas ar barner. « Digasit d’in ar vaz amañ ! »
Roet e voe d’ezañ hag e zerri a reas etre daou damm. Tiñk-dirliñk e kouezas ar peziou melen war an douar…
Dizoloet en devoa ar barner taol-gwidre ar paotr fin.
« Ar barner ne oa ket eur paotr sot anezañ, » eme Droc’h-Yalc’h. « Ma ! me ivez am eus bet c’hoariet d’eur beleg eun dro re-bar da hounnez.
« Laer oun bet a-viskoaz, evel ma ouzoc’h. Mat, eur wechad ez is da gofes. Digoret en doa ar beleg an drafig pa zeuas eur machigod (kurust) d’e glask. Raktal e yeas gantañ d’ar sakristiri. Chom a ris va-unan er gador-gofez, hogen, inouet o c’hedal, e sellen a bep tu d’in. Ha me gwelout montr ar beleg. E dapout ne oa tamm diaes ebet ha setu m’hen lakais em chakot. Pa voe distro va c’hofesour, e kinnigis d’ezañ e vontr.
« Kasit-heñ d’e berc’henn, » emezañ.
« Dalit, » emeve adarre.
« Roit-heñ d’e berc’henn, a lavaran d’eoc’h. »
« Ne fell ket d’ezañ e gemerout. »
« Mirit-heñ neuze. »
Ar pez a ris, na petra ’ta !
« Brao avat, » eme Vestr-Krog. « Eur mailh a zen a zo ac’hanout. Kont d’eomp eun dra bennak-all c’hoaz. »
Eul Leoniad a yeas eun deiz da di eur marc’hadour-levriou. E Bro-Leon du-ze,e lavaront euriou e-lec’h levriou.
« Deuet oun, » emezañ, « da brenañ eun euriou. »
« Sac’hellog daonet a zo ac’hanout ! » eme ar marc’hadour. « Er-maez ! ha buan ! N’eo ket em zi eo dont d’ober goap ac’hanoun ! Ha kavout a ra d’it oun-me an Ankou, pe an