« Gwelloc’h eo, gant aon e vefe tapet hini pe hini ac’hanomp. »
Hag int war-du ar vourc’h, d’ar foar.
« Alo ! » eme Droc’h-Yalc’h, « peogwir emaoun e tro da c’hoari hirio, klaoustre e roin eul lein a-zoare d’eoc’h evit netra. »
« Marc’had mat sur, » eme Vestr-Krog. « Koulskoude, me a zigaso ar gwin. »
« Ha me ar bara, » eme Yann.
« Ar stripou hag an traou-all war va c’hont neuze. N’ho pezo nemet asanti gant ar pez a livirin. Goude-ze e raimp eur c’hofad c’hoarzin. »
« C’hoarzin a-walc’h a ran dija gant ar soñj hepken, » eme Vestr-Krog.
Er vourc’h emaint bremañ, en eun ostaliri. « Ha preda a c’heller ? » eme Droc’h-Yalc’h.
« Ya da. »
« Petra ’zo ? »
« Soubenn ha stripou. »
« Eun tamm kig sall ivez pe silzig ha fourmaj ? »
« Mar karit. N’hoc’h eus nemet lavarout. »
« Mat. Digasit d’eomp atao eus ar pez a zo. Goude-ze e welimp. »
Yann a ya da di eur bouloñjer : « Eun dorz-vara a c’houec’h lur, » emezañ.
« Dalit ! Triouec’h gwenneg eo. »
« Da Yann ar Velin eo an dorz. »
« Mat neuze. Eur c’hoch (eun ask) ez an da ober en e goadenn. »
Mestr-Krog a ya d’eun ostaleri-all. « Teir boutailhad gwin ruz mat ha teir galopinad kognak, » emezañ. Roet eo d’ezañ ar pez a c’houlenn hag heñ er-maez. An ostiz a zeu d’e c’hervel.
« Petra ? » eme Vestr-Krog. « A ! ya, ankounac’haet em eus kemerout va mouneiz. Eur pez ugent real am eus roet d’eoc’h. »
« D’in-me ? »
« Ya, unan Napoleon trede eo zoken. »
« Mat ! Ar gwin a zo nao real hag ar c’hognak pemzek gwenneg. Dalit, setu eur rolled a eiz real. »
« Trugarekaat ha kenavo ar wech-all. »