Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/29

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29
DIENEZ

« Ya, va zad am eus bet klevet kement-se gantañ alies. »

Hag an daou sant da chom er gêriadenn a oa amañ d’an ampoent.

Gwelout a reont eun ti brasoc’h eget ar re-all, hag int d’ober dao war an nor. Pelloc’h eo ret d’ezo gortoz avat eget ma c’hortoz an dud e-tal dor ar Baradoz. Hag int : dao ! dao ! adarre. Ha setu neuze eun aotrou gwisket faro o tont da zigeri. E voutou ler a lugern, bouklou arc’hant warnezo : e vragez striz a stok outo ; e jakedenn lost-pik a zo hir ha kaer ; e vruched emañ baro e chiñk (elgez, groñch) warnezañ, e dog a zo sounn hag uhel.

Hag int a c’houlenn aotre digantañ da vont da sec’ha o dilhad ouz an tan a glevont o traskal lirzin en oaled.

Pa daol pled an aotrou ouz o zruilhou :

« Tra ! Tra ! » emezañ, « War raok gant hoc’h hent ! pe va chas bras a zo war ho lerc'h !… »

Ar sent a ya kuit hep marc’hata, ha Paol da Ber :

« M’eus aon tud Pleiben a zo e-giz ar re-all ? »

« A bep seurt a zo anezo, gwir eo ; met an aotrou-mañ n’eo ket eus Pleiben eo. Emichañs hoc’h eus gwelet an dra-ze diouz e zilhad. Met gortozit, me a ya da gas ac’hanoc’h da di unan eus ar vro. »

Ha Per da glask eun ti-all, rak daoust d’ezañ da veza bet pesketaer eus e vicher, ne blij ket kalz d’ezañ beza gleb-par-teil. Hag heñ d’eun ti paour, hanter-zistro, ilieo o stanka an toullou a zo ennañ.

Alies ar re binvidik, heñvel ouz an aotrou Delamonnoye, (ankounac’haet em boa e ano, hag heñ eun ano breizat koulskoude), alies ar re binvidik a vez kriz ouz ar beorien, e lec’h ar re baour a ro eus ar pez o devez, e-giz ma lavare Tobiaz d’e vab ober. En ti, e-lec’h ma ya Per, emañ Dienez o chom. Ma oa paour-Job, mat e oa ivez. Hag heñ da gaout truez ouz ar veajourien, paour eveltañ.

« Deuit da lakaat eun azez, mignoned. » emezañ. « Diskuizit eun tammig da sec’ha ho tilhad. Er c’heun, e-kichen Brasparz, oun bet n’eus ket pell, hag eur c’hravazad taouarc’h (mouded) am eus bet ; gant-se, ne c’hellec’h ket digouezout e gwelloc’h mare. O keuneuta oun bet dec’h ivez. »

Hag heñ teurel eun dornadig bleñchou en tan, ha ranna e aluzenou etrezo.

« Ne labouran ken, siouaz ! Koz oun ! Brevet eo va izili !… Ha ret eo d’in mont da glask va zammig bara. Met debrit di-