« A-benn eur wech-all e vezi furoc’h. »
« Bez dinec’h. Skiant prenet a zo mat da virout. »
« Kerik mat eo koustet d’it. »
« En em dapout a rin diwar goust ar re-all : eun tamm nebeutoc’h e pep plad hag eur banne bihanoc’h e pep gwerenn. »
« Me a soñje d’in az poa lavaret beza leal atao ? »
« Ni a welo. »
« Laerez na mirout madou den… »
« Ne rin ket kennebeut. Me a lavaro eo keraet an traou. »
« Gaou ebet ne liviri. »
« Petra a rin neuze ? »
« Gwerza muia ma c’helli e pep onestiz… »
« Bremañ, » eme Droc’h-Yalc’h, « eo poent d’eomp ober arc’hant eus hon traou. » Ha pep hini anezo kuit gant e dra.
Bec’h d’ar foar beza krog da vat, setu an archerien, eur c’houer d’o heul, oc’h ober eun droiad dre douez an dud hag al loened.
« Petra o deus laeret diwar da goust ? »
« Eur c’havr, eur marc’h ha va dilhad. »
« Da zilhad ivez ? Fentus a-walc’h eo kement-se. »
« Setu amañ penaos. » Ha Kouer da zisplega an troiou c’hoariet d’ezañ.
« Hag anaout a rafes al laeron ? »
« Ma n’o deus ket cheñchet giz. »
« Ha da loened ? »
« Mat tre. »
Mont a reont da blas ar c’hezeg.
« Emañ va marc’h aze, » eme Gouer. « N’eo ket da hemañ, koulskoude, e oa bet roet ganin da ziwall. »
« Pegeit ’zo emañ al loen-mañ ganez, va den mat ? » a c’houlennas an archerien.
« Em marchosi eo ganet. »
« Ha pelec’h emaout o chom ? »
« E Skrab-ar-Yar. »
« N’eus nemet gevier ganez ! » eme Gouer. « Te a lavar emañ al loen-kezeg-mañ du-ze abaoe ma ’z eus anezañ ? »
« Hag emañ ivez. »
« Neuze e ouzout, » eme Gouer adarre, en eur soucha daoulagad al loen gant e zaou zorn, « pe lagad d’ezañ a zo fall. »