Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30
KONCHENNOU

nec’h ; a galon vat eo a roan d’eoc’h. Tommit ivez. O rei d’eoc’h, e tennan bennoz an Aotrou Doue war va bleo gwenn. »

Dibri a reont kalonek, ha pa ne chom mui eur vleñchenn nag eun tamm mouded en tan, Per a sav en e sao, eun tamm kreun gantañ c’hoaz etre e zent :

« Dienez, » emezañ, « Dienez ker, te a zo mat da galon. Roet ac’h eus d’eomp kement hag ac’h eus bet da-unan. Ya, Doue d’az pennigo. Goulenn diganeomp ar pez ac'h eus c’hoant, ha bez’ az pezo. »

Ha Dienez war bennou e zaoulin o lavarout :

« Santel ! Santel ! Santel ! »

Pa ’z eo divadaouet gant komzou mat Sant Paol :

« Sent benniget, » emezañ, « bennigit parrez Pleiben ma vezo c’hoaz kaeroc’h eget ne deo. »

« Benniget eo, » emezo o-daou. « Goulenn eun dra bennak evidout da-unan. »

« Ne chom nemet eun dra ganin, eur wezenn-avalou. Karout a rafen avat e vefe he frouez d’in, ha padal e vezan laeret, paourig kaez a zo ac’hanoun ! Ne vezont ket azo (dare) c’hoaz, ha va avalou a ya bemdez eun nebeud mat anezo gant n’ouzon dare piou. Grit eta, sent vat, ma ne c’hello den diskenn eus va gwezenn, nemet falvezout a rafe d’in. »

« Mat sur, » eme Ber.

Hag an daou sant a sav war-du an neñv, ha Per da Baol :

« Ac’hanta ? »

« A ! setu aze eun den mat hag a ra enor d’e barrez a vennigan eus a-greiz va c’halon. Met na dit ket da lavarout ken, Per gaez, ez eo mat an dud holl. »

Per ne c’hell nemet plega e benn, rak, allas ! re-wir n’eo ken. Tud fall a zo, e Pleiben zoken. Ha koulskoude, me a garfe, bodig brug ma ’z oun, na vefe nemet tud vat, kaer o o c’halon, e Breiz-Izel…

Deuet an here, e oa kaer an avalou, kaeroc’h eget biskoaz ; ha Dienez ne oa tamm nec’het ebet, o veza ma c’hellje dastum anezo da velena a da ranna gant ar re baour hag ar re glañv.

Eur mintinvez, Dienez a oa e-maez e lochenn, ker seder ha tra, e soñj gant e avalou. Hag heñ gwelout e-giz avel en deliou, ha koulskoude ne oa ket eur mouch hepken e nep lec’h tro-zro.

« Petra an dra-mañ ? » emezañ.

Hag heñ mont betek ar wezenn.