Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/32

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
32
KONCHENNOU

« Met Ankou mat, koulskoude, a-barz mervel ha lavarout kenavezo d’ar bed ankenius-mañ, e karfen kaout eun aval eus ar re a zo aze em gwezenn e-tal va lochennig. Ha tapout a reot unan d’in ? »

« Ober a-walc’h, ha laouen c’hoaz oc’h ober plijadur d’eun den onest eveldout. »

« Onest ! » eme Zienez outañ e-unan, « te a welo, paotr e eskern ! »

Hag an Ankou er wezenn. Tapout a ra eun aval. Met diskenn en traon a zo eur c’hoari-all.

« Petra an Aotrou Doue gant an dra-mañ ? » emezañ.

« Ne c'hellan ket mont an traon ? me ? an Ankou ? Pignet oun koulskoude ! Ha strobinellet e vefe ar wezenn-mañ ? Tan ha kurun ! kousto pe gousto, me a zo ret d’in tec’hout ac’halen… Dienez ! »

Grik ebet.

« Dienez ! bouzar out ?… A ! Dienez ! lez ac’hanoun ! Eur gwall zevez am eus d’ober feteiz ! N'em eus ket amzer da c’hoari ! Dienez ! truez ouz va stad ! »

« Gortozit eur pennadig c’hoaz. C’houi n’ouzoc’h ket marteze penaos e tle ar gêriadenn-mañ mont da get ? »

« Nann ! »

« Mat ! va zad-you koz en devoa klevet gant e dad-kuñv e vije echu gant ar gêr-mañ en deiz ma varvje an hini diweza eus o gouenn. Hogen war va lerc’h ne chom den eus va gwad, ha, rak-se, ar gêriadenn goant-mañ a ya da goueza en he foull. N’hoc’h eus ket lennet an dra-ze en ho leor ? »

« Eo ! ha lavarout a raen d’it em boa eur gwall zevez-labour hirio. »

« Gwir eo. Rak-se eta, peogwir emañ hirio va zro da vont ganeoc’h, e tle tud ar gêr-mañ mont ivez ? »

« Ya, evit doare. »

« Mat, mat. Me a ya d’o dastum amañ, hag e-giz-se e tigollot hoc’h amzer. »

« Te a zo ret vat, Dienez. Lez ac’hanoun da vont ’ta neuze !  »

« O ! bremaik. Amzer ! »

Ha Dienez da c’hervel an dud, o lavarout d’ezo ar pez a oa da veza. Lod a gave diaes kuitaat eur gêrig ker brao ; lod-all avat ne lavarent netra. Pa oa skrivet an traou da veza e-giz-se, e oa dao kemerout anezo evel ma teuent ha d’ar mare ma teuent.