Huanadou ar wrac’h-se a zo eur griped da gaout da yalc’h diganez. »
« Va breur, ro peoc’h, en an’ Doue ! Da gomzou c’houero a ra d’ezi gouela muioc’h-mui. »
Hag heñ, o rei e yalc’h d’ar wreg paour :
« Dalit : ne c’hellan rei nemet an dra-mañ d’eoc’h, met pedi a rin Doue ma plijo gantañ skuilha eur beradig gliz bennak war ho kalon. »
Ar baourez a gemeras ar yalc’h en eur lavarout :
« Pa ’z eo gwir hoc’h eus bet ar vadelez da rei d’in ar pez ho poa, kemerit ar graoñenn-mañ a zo enni eur wespedenn hag he deus eur flemm dir. »
Hag an daou vreur gant o hent.
Digouezout a rejont a-benn eur pennadig e-kichen eur c’hoad. Er c’hoad-se, eur bugelig noaz-pilh a glaske eun dra bennak, mel marteze, e toullou ar gwez ; ha kana a rae war eun ton ker klemmus ha gousperou an Anaon :
« Riou am eus ! »
Seven a lavaras d’e vreur :
« Jezuz ! Nik, nag ar paour-kaez bihan-se a c’houzañv gant an avel yen ! »
« Rividik eo eta ! Me ne gavan ket an avel tamm yen ebet. »
« N’eo ket diaes d’it. Te a zo gwisket mat, e lec’h heñ n’eus seurt en dro d’ezañ. »
Hag heñ a-sav, gervel ar paotrig, ha goulenn outañ petra a rae.
« Me a zo o klask an nadoziou-aer a zo kuzet er gwez, » eme ar bugel.
« Ha petra ri ganto ? »
« P’am bezo kavet kalz, me a yelo da werza anezo, ha me a breno dilhad da gaout tomm d’in »
« Ha kavet ac’h eus ? »
« Unan hepken. Er gaoued vroenn-mañ emañ. Sellit aotrou. »
« Mat, kemerout a ran kaoued hag all. Dal va mantell vouk, paour-kaezig ; tomm a roio d’it. »
Hag an daou vreur gant o hent adarre. Seven en devoe riou da genta ; met hep dale, an avel a davas, ar c’houmoul a zispakas, hag eur wazienn heol a baras.
Edont neuze tostik d’eur prad. Er prad-se e oa eur feunteun hag, azezet e-tal ar feunteun, eun den koz. Eur val a