Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/38

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
38
KONCHENNOU

niet ouz ar gaoued a oa bremañ eur wetur, gant ar graoñenn hag ar vezenn da rodou. Ar gevnidenn a grogas er gidou. Ha yao ! ker buan hag an avel.

Ar wetur a dapas douar e-kichen ti eontr ar baotred yaouank. An daou vreur a gavas o loened eno. Ouz dibr marc’h Seven edo yalc’h hemañ hag e vantell, met ar yalc’h a oa teurennek hag ar vantell goloet gant perlez aour.

Sebezet, na petra ’ta, Seven a droas war-du ar wetur da c’houlenn ouz e loenedigou petra a oa an dra-ze. Ar wetur n’edo ken eno, hag e lec’h ar wespedenn, an nadoz-aer hag ar gevnidenn e oa tri ael lugernus.

Hag an daou vreur a gouezas war o daoulin.

Neuze, eun ael, an hini kaera ha gwisket ar splanna, a lavaras da Seven :

« N’az pez aon ebet, te hag a zo mat da galon, rak ar vaouez, ar bugel hag an den koz ac’h eus graet vad d’ezo, a oa ar Werc’hez Vari, ar Mabig Jezuz ha Sant Josef. Ni a zo bet roet d’it evit da sikaour da gas da veaj da benn. Bremañ pa ’z out digouezet, ez eomp en-dro d’ar Baradoz. Kenavezo. » Hag heñ da Nik : « Az pez soñj eus ar pez ac’h eus gwelet ! Ha gra vad d’ar paour. »

Hag an tri ael digeri o diouaskell ha nijal kuit o kana an Alleluia.


Kroaz ar Vretoned,
gouere 1904.