Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/45

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45
AR ROUE MARC’H

eur berlezenn. Meur a hini a c’hoantae he c’haout da bried. Gwelloc’h a voe ganti dimezi d’eur Breizad, da vab roue Kemper, eget da vab roue Bro-Saoz a oa bet o c’houlenn anezi.

Goueliou kaer a voe, e c’hellit kredi.

Pedet e voe d’ar friko holl dud ti ar roue, ar briñsed hag ar priñsezed, an aotrounez markizien, baroned, ha me a oar ?

Tudjentil ha barnerien,
Tud-a-iliz ha marc’heien…

Er c’hroazhentou e oa taoliou evit ar vourc’hizien kerkoulz hag evit ar re baour.

Ne vanke d’ezo na kig na bara,
Na gwin na dourvel da eva.

Debret e voe en deiz-se, eme ar skridou, daou-c’hant pemoc’h, daou-c’hant ejen, kant karo, tri-c’hant penn-dañvad, ha ne ran meneg ebet eus ar gedon, ar c’honifled, ar c’hlujiri, ar yer, ar c’houlmed, a oa bras-bras an niver anezo ivez. Hag an dourvel, ar chufere ? Ar barrikennadou a yae kant ha kant.

Goude ar pred, setu an dud, laouen holl, o tañsal war an aod.

Marc’h a chomas e-unan. E vleo ne oant ket kresket abaoe ma oant bet touzet gant sizailh Urjelez ar Gorrigan, hag eun tog kroc’hen ki-dour a oa souchet e ziskouarn-marc’h gantañ.

Levenez e galon a bare war e dal, hag heñ a oa ken kaer ha biskoaz.

Ne yeas d’ober abadenn ebet evelato.

Yeunig avat a zañse, marteze gant ar briñsez he divije roet he c’halon evit ar ger kuz.

Tron ar roue a oa savet dindan eun telt, e-lec’h ma ne oa ket eur mouch-avel.

War an dañserien, eur aezenn flour a c’houeze sederik. Hanter-kant soner a gempenne o biniaouiou hag o bombardou Allas ! aet e oa o zeotennou gant ar gornandoned e-pad an noz du. Klemm a reont, hag e redont war an aod da welout ha kavout a raint peadra d’ober teotennnou. Drant int pa zigouez tri anezo gant teir gorzenn, enno danvez tregont teotenn pep hini. Teir gorzennig Yeunig eo ar re-ze, kredabl.

Ha setu paotred ha merc’hed yaouank biz-ha-biz. Mall a zo warno da zivorza o divesker.

Graet eo an teotennou nevez. Yao dao ! Jabadao ! Avel er seier !