Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/47

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




Bizou ar Gorrigan


Gwechall goz, n’ouzon dare pegeit a zo abaoe, eur vamm he devoe daou vab war ar memes tro.

Deuet eun tammig oad d’ezo, evit d’ezo beza breudeur gevell, ne oant ket breudeur heñvel.

An hini kenta ganet a oa sempl, gwezel, met ker koant hag eun ael eus Baradoz Doue ha ker mat ivez. Baskig a oa e ano.

Egile, anvet Lell, a oa eun den peuz-bihanik, met ken divalo hag an diaoul, hag e galon a oa heñvel-mil ouz e zremm.

Baskig a oa karet gant an holl. Lell avat a veze tec’het dioutañ e-giz diouz eur c’hi klañv.

Kasoni en devoa rak-se ouz e vreur, ha bep tro ma c’helle e rae droug d’ezañ.

Tamall a eure anezañ, eun devez, da veza lavaret edo o vont da laza e dad da gaout ar madou holl d’ezañ e-unan.

Kredi Lell a reas an tad ha kounnari.

Hag heñ tapout krog e Baskig, ha bazata anezañ ken a strinke ar gwad.

Ar vamm a c’houlenne perak e skoe ken taer :

« Perak ? setu a lavar d’eoc’h perak ! »

Ha dao adarre ! A-greiz skei e teuas gantañ :

« Ah ! ya ! c’hoant laza ac’hanoun a zo ennout ! Dal ! »

Ha flip ! ha flap ! ha taoliou-treid ! ha flac’hadou ! M’hen