Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/5

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Raklavar


A-viskoaz eo bet troet ar Vretoned gant an traou burzudus hag ar c’hontadennou kaer. Soñj am eus, d’ar mare m’edod oc’h ober al linenn hent-houarn etre Karaez ha Kastellin, da veza klevet gant mevelien va zad, e korn an oaled goude koan, koñchennou sebezus hag a lakae va c’halon a vugel da strafuilha gant ar spont, da sabatui gant ar souez pe da dridal gant ar blijadur hag al levenez.

Bremañ n’o deus hor c’henvroiz, an darn vrasa anezo da vihana, nemet dispriz evit ar c’hontadennou-se, mat, war a gredont, evit bugale nemet ken. Ober a reont fae warno, o soñjal n’eo ket gant kaoziou babig ha marvailhou gwrac’h koz e c’hell beza diduet o c’halon ha maget o spered da Vretoned an ugentvet kantved.

Ne gredan ket e vefe ar wirionez ganto penn-da-benn rak, daoust ma ’z a hor c’henvroiz war zesketa muioc’h-mui, n’eo ket kement-se eun digarez da soñjal eo didalvoud kaer ar seurt koñchennou da dud hag o deus deskadurez. N’em eus ket ankouaet c’hoaz pegement e vourre, eun nebeud bloaveziou ’zo, tud a bep seurt hag a bep renk, en o zouesk hiniennou desket mat, o selaou konterien distagellet o tibuna marvailhou bet klevet pe ijinet ganto.

Nag a vall a veze ivez da gaout « Feiz ha Breiz », bep miz, hag ar « C’hourrier » pe « Ar Bobl », bep sizun, abalamour moarvat d’ar c’heleier ha d’ar gelennadurez a gaved