Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/50

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50
KONCHENNOU

« Mat eo suja ar vugale. Kalonet fall e oa ? »

« Eun tammig. »

« Ha perak hoc’h eus skoet gantañ ? »

« Lavarout a rae laza ac’hanoun. »

« Krisat mab ! Laza e dad ! »

« Allas ! Allas ! »

« Ha klevet hoc’h eus an dra spontus-se gantañ ? »

« N’em eus ket avat, met e vreur amañ eo en deus diskleriet kement-se d’in, mantret va c’halon ouz e glevout. »

« Ha gwir eo ? Lell. Ha gwir eo ? »

Lell ne lavar seurt.

« Petra ? » eme Vaskig, « ne c’houlennez ket anzav ? »

Lell ne lavar seurt.

« Ha tamallet e vije bet da vreur e gaou ganez ? »

Lell ne lavar seurt.

« Tamall anezañ e gaou ac’h eus graet, eta ? Lavar pe e kredin kement-se. »

Lell a anzav e dorfed hag an tad da veza glac’haret.

« Lell a zeuio ganin memes tra. Mat e vezin outañ. Heñ avat a ranko beza mat ivez. »

« Hag e vezin, aotrou priñs. »

« Mat neuze. Deomp. »

Ha Baskig en hent. Hag heñ da balez ar roue. En amzer-se mab hemañ a oa an d’ar brezel, ha paket e oa bet gant al laeron-vor. Hounnez a oa ar vrud. Met e vatimant eo a oa bet bruzunet gant eun arne spontus, hag heñ taolet en eun enezenn na oa den enni.

Baskig, dre nerz e vizou, a voe kemeret, hep poan ebet, evit mab ar roue. Heñvel-dres e oa outañ hag en e zremm hag en e c’hiziou. Ha setu levenez vras er vro ouz e welout distro, rak karet e oa gant an holl, bihan ha bras. Graet e voe lidou kaer e pep keriadenn.

Beva a eure Baskig sioul eur pennad brao. Alc’houez kalon an holl a oa gantañ : mat a oa ivez avat ouz kement den. Ranna a rae e arc’hant gant an dud ezommek ; eur gomz vat a gave da lavarout d’ar re a c’houzañve poan ; cheñch a rae tu da galon ar re a oa er prizon ha dont a raent da veza tud eus ar gwella…

Klask a eure ivez cheñch kalon d’e vreur, rak Lell a lavare laza Baskig ma kavje anezañ. War e veno, Baskig eo a oa kaoz d’ezañ da rankout senti e palez ar roue, e lec’h beza digabestr er gêr o redek ar gedon.